Pajenn:Cadoret - E c'hell bezan tud ken fall war an douar, 1912.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E C’HELL BEZAN TUD KEN FALL WAR AN DOUAR !


————


— « Plac’h yaouank, plac’h yaouank, deut aman ! »

— « Petra ’zo a neve, Louiza ? » — « Sell-ta, petra am eus prenet hirie er foar ! » Hag ar plac’h a ziskoueze d’in eur paper warnan skeudennou ha soniou.

— « Petra eo an dra-ze ? » — « Han ! me n’ouvean ket, ’vel just, pegwir n’ouzon ket lenn ; mes ret eo laret a zo eur ganaouenn gaer spontus warnean, kement ’vel ma zo gwerzet anezi ha kement a vec’h ’vel ma oa war an dud o klast tostaat d’an daou den a oa o kanan anei »

— Daou den a oa o kanan ? » — Ya, eur potr hag eur plac’h hag eun « accordeon » gante. Seurd-se a chache warni, me gomz d’ec’h ; n’eo ket miaoual a rent ! »

— « Bon avat ! Hag a zo gwerzet kalz, a laret ? »

— O ya ’vat, merc’h paour ; ar re-ze o deus graet eun devez mat hirie. Daou wenneg e werzent ar pez ha, fe, pegwir e welen an holl o kemer, em eus sonjet digas unan d’am mab Pierig ive, rak hennez, — hag e chenchan kont, — a zo barrek da zispak eun tam paper d’eun den avat, pegwir, sonjet ’ta, e lar ar mestr-skol eo hen an « antenni jantan » (ar speredekan) eus ar c’hlask hag e c’hello kavet e « santificat » benn eur bla ac’han, pe daou d’an hirran, hag hen n’en deus ket dek vla achu c’hoaz ! »

— « O ya, Pierig a zo eur paotr a spered. An holl a lavar ze. » — « Laret a reont ze, kuita ? Ma, ne laront ket gaou, sur awalc’h. Setu perak eta em eus sonjet digas ar chanson-man d’ean, hag hen he displego d’e dad ha d’in fenoz. »

— « N’hallfec’h ket lezel anei ganin eun tammig ? Me am eus c’hoant bras d’he lenn ive. »

— « Eo, mar karet, gant ma vo prest a-rôk ma vo distro Pierrig eus ar skol. »

— « Eo, eo, Louiza ; kenavo. »

Ar plac’h a dec’has ha me en em lakas da zellet ouz ar paper.

Siouaz ! Eur zell ouz ar skeuden hag eur gir bennak aman hag aze a voe awalc’h evit laret d’in e oa gwir ar pez am boa sonjet da gentan. Ar zon a oa unan eus an hudurniez-ze a gaver etre daouarn ar werzerien difroket a ve war ar ruiou o vouzari an diskouarn hag o lakat an dud a feson da ruan gant ar vez. Ijin ar Fall en devoa silet enni kement tra euzus enep an onestiz, enep doujans Doue ha, zoken, doujans an tad hag ar vamm.

Ne chomis ket da zonjal diou wech ; freuza a ris ar paper hag e taolis anezan en tan.

Benn eur pennad goude, ma flac’h a oa distro.

— « C’hanta, emei, stad enni, lennet hoc’h eus ma faper ? »

— N’em eus ket kredet lenn anean penn-da-benn, Louiza ; nemet lennet em eus trawalc’h evit gout petra am boa d’ober dioutan. »

— « Ya ! Petra ’ta ? — « Teurel anean en tan. — « En tan eur zon am eus paet daou wenneg.

— « Mar hoc’h eus keun d’ho taou wenneg ho po anê, mar karet. — « Keun ? ’meus ket ’ta !… N’eo ket ze eo. Met, memes tra, ec’h oun souezet ganec’h. Perak hoc’h eus poac’het anezi, Hounnez ne vo ket poac’het gant kement-hini en deus prenet anei, sur a-walc’h, ha kalz o deus graet. »

— « Ya, ya, Louiza gez ; an traou fall a gav bepred gwelloc’h digemer etouez an dud eget ar re vat. C’houi nan oc’h ket kablus en kement-man pegwir ne ouiec’h ket petra brenec’h. Setu perak, goude m’am boa he lennet, o lakat anei etre daouarn ho mab, ar bec’h a vije bet war ma c’honsians ha neket war hoc’h hini. »

— « O, Itron Varia ! Ar bec’h war ho konsians !… ken grevus-se oa an traou ? »

— Grevusoc’h eget ne c’hellomp sonjal marteze. Enni e oa dastumet peadra da zistaga evit biken kalon ho pôtrig diouz ar furnez, diouz Doue, diouz e vro ha diouzoc’h hoc’h-unan. Sonjet pesord had e vije bet ar c’homjou fall-ze e kalon glan ho mabig ha pesord frouez o dije gallet teurel diwezatoc’h.

— « O ma merc’h paour, boeman a ret ac’hanon  ! Pebez hudurniez ! Ha laret e c’hall bezan tud fall a-walc’h war an douar evit skrivan hag embann traou evel-se ; A fe ma Doue ! »

Hag ar plac’h kuit, evel strafilhet, hep lavaret eur gir ouspenn.

Chom a ris eur pennad batet da zellet outi o tec’hel.

He c’homjou diwean o devoa skoet ac’hanoun : « E c’hall bezan war an douar tud fall a-walc’h evit embann traou evel-se ! »

Evurusat plac’h ! Ken eün e oa hec’h ine, ken didamall he buhe, ma oa boemet o sonjal e c’halle bezan war a bed tud falloc’h eviti.

He buhe, en eun taol, a dremenas pen-da-benn dirak ma daoulagad.

He bugaleach, a dra zur, ne oa bet biskoaz skolaet nemet gant ar maeziou, ar zaoud hag al lapoused. Matez en eun tiegez mat, frankiz ha glanded ar maeziou a gelennas he yaouankiz adarre, betek an deiz ma kavas war hec’h hent eun den eün ha dishual evelti e ouestlas d’ezan he c’harante hag ec’h unanas gantan he buhe ; ha