Pajenn:Cadoret - Drouizez an Arvorig, 1911.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Drouizez an Arvorik
————
Kinniget gant doujans d’an otro Vallée


Kement-man, c’hoarvezas en amzer a anken
Ma ruilhe dre-oll gwad ar c’henta merzerien ;
Er ger a Rom, dreist-oll, impalerien skrijus
Distruje hep true mibien zantel Jezuz.
Daoust d’o c’hounnar direiz ouz relijion Doue,
Ar fe, e lec’h pladan, puilhoc’h a ziwane
Krenvoc’h evit biskoaz war gwad ar verzerien,
Dispont dre ar bed-oll e save kristenien.
’Tra ma vije eur rumm o kinnig o bue
’Vit difenn o c’hreden, evit souten o fe,
Re-all skignet dre-oll, el lec’hiou kuzeta,
War riblou ar mor bras, er c’hoajou an dounna,
Er sperejou dallet hep skuiza a strinke
War devalder ar gaou sklerder ar Wirione.
Betek koajou don-don an Arvorikaned
Doue a zigasas e ebestel karet.
True ’noa o welet eneou an dud-ze
Kolet e-kreiz an noz, beuzet er fallente ;
True ’noa o welet tudou ken galloudus
O veva ’vel loened ’kreiz dizurzou euzus
— « Tud Arvor, emean, ken feal d’o c’hredenn,
Pebez soudarded ter rafent d’ar fe kristen ! »
Neuze ’vit rei d’eze sklerijenn ha kentel,
’N o zouez ’tigasas tud kalonek ha santel.
E-touez ar zent kenta a zeuas evel-se
Da brezeg d’Arvoriz lezen ar garante
En em gavas unan yaouank ha dispouron
Santel, karantezus, karget a nerz-kalon.
E galon entanet gant karante Doue,
Da c’hounid eneou ’noa gouestlet e vue.
Dont a reas d’hon bro diouz pell a-dreuz d’ar mor ;
Pell-zo en doa choazet ’vit lodenn an Arvor.
Karout rae ar bobl-ze ken nerzus ha ken ter,
Ar vro gant he c’hoajou, he mor bras, he reier.
Beva a rae kuzet e jijenn eur roc’h vras,
’Vit gwele an douar, evit kennerz ar groaz.
E garg a oa diaez, rak gouzout mat a rae
Stard, stard d’o c’hredennou Arvoriz a zalc’he.
Neuze, ’vit o gonid, ar c’hristen a bede
Hag, e riskl e vuez, noz ha deiz a boanie.
Koulskoude e labour ’zouge ket prim a freuz ;
Ar vro a oa drastet gant ar brezel, ar reuz ;
Arvoriz ’oa pladet dindan ar Romaned ;
Noz-deiz d’an emgannou e rede ar wazed
D’al lochennou distro ’lec’h ma veze kuzet
Marc’hed ha bugale, tud koz ha mac’hagnet,
Ar zant a ye neuze ’vit rei gant madelez
D’an dud paour-ze frealz en o zistridigez.
Koms a rae d’e gant tan eus an Doue ken mat
A had ar spi nerzus er wasan kalonad.
Siouaz, diaez e oa stourm ouz ar fals-kredenn,
Alies gant ar c’holl ’renke dont d’e jijenn.
Neuze birvidikoc’h ’pede an den santel
Ha gant fizians neve e talc’he d’ar brezel.
’Vitan pebez eurvad pa c’halle d’eun ene
Dre gras ar vadeiant digor kalon Doue !

Goneet ’noa ’vel-se eun toullad tud izel,
Mes penaoz dont a benn eus ar pennou uhel ?
Ha, da c’hortoz, bemde ar zant a hirvoude,
Gant anken ha glac’har e galon a ranne
O welt ober dispriz da Jezuz, e Aotrou,
Hag azeuli, ’n e lec’h, kroadurien pe diaoulou,
O welet, noz ha deiz, ’vit ar sakrifisou
Gwad an dud o redek ’vel an dour er gwasiou.
— « O pegouls, emean, pegouls, o ma Doue,
E tomfet o yenien ouz tan ho karante ? »
Hag ar Mestr bras, kousket, eur pennad dizeblant,
A leze an den mat e poan, e nec’hamant ;
Mes e galon a dad ’n oa laket eun termen
Evit rei d’e vugel ’n eur vurzud, e c’houlen.

Eun nozvez, ma oa c’hoaz poanietoc’h ’vit biskoaz,
Ar zant a valee e skeud an dero bras.
Al loar a bare splan, an nenv steredennet
A c’holoe, dispar, ar c’hoajou morgousket.
’Us d’e benn en deliou an aezenn a dride ;
Er brouskoajou didrouz an estig a gane.
Hag ar zant huvreus a valee bepred,
Dizeblant ouz pep tra, poaniet bras e spered.
Digouezout a reas war ribl eur ster ledan
Arc’hantet dudius gant bannou al loar-gann ;
War eur garrek kalet goloet a ilh glas,
Dirak ar ster goant-se ar zant a azeas ;
Hag e bedenn nerzus a zavas adarre,
Evit e bobl karet, betek kalon Doue.

A-greiz ma oa ’vel-se en e labour santel
Mouez didius eur plac’h, flour ’vel mouez an aezenn,
A zeblante tostât ouz an tu-all d’al lenn.
Souezet bras ar zant da chilaou a chomas
Ar vouez a zihune hekleo ar c’hoajou bras.
E galon en e greiz, ’n e desped a lamme
Ha war ar ster ledan e zellou a furche…
Ouz sklerijenn al loar e welas o tostât,
War wagennou ar stank eur vagig dereat.
En he zav ’kreiz ar vag, eur plac’hig he sturie ;
Dinec’h ouz an avel, d’ar ribl e tostae ;
Douari a reas e-kichen ar garreg
Hag e stagas he lestr ouz eur bodig haleg.
Tremen ’reas ar zant hep gwelet anezan,
Hen avat a halle he gwelet reiz breman :
Pep tra a oa dispar ’n he stum a rouanez,
He ment a oa uhel, he c’herzet skanv hag aez.
He zellou a oa don, eur pennad bleo melen
A rae eur gwiskamant d’he diouskoaz noaz ha gwenn.
’N he goug ’oa eur c’holhier raden gouez ha gwial ;
Eur bodig dero glas a gurune he zal ;
E pign ouz he gouriz eur falc’hig alaouret
A lugerne skedus dindan zell ar stered.
Kemer ’reas er c’hoad eur wenojenn denval ;
Ar c’hristen huvreus hec’h heuilhas hep sonjal.
Ar plac’h a gerze prim daoust d’an denvalijenn
’Dreuz d’ar brouskoajou stank hep hent na gwenojenn.
Ar c’haouenned spontet ’us d’o fenn a youc’he,