Pajenn:Cadoret - Derou mad ar Mabig Jezuz - Arvorig, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —



Souden, Jezuz a drid, Jezuz a zav e benn,
Astenn a ra d’e Vamm e zaouarnigou gwenn :
— « O Mamm, chilaouet ’ta, ne glevet ket du-ze
« Moueziou dous ha tener ’vel êzen ar beure,
« Moueziou drant hag a zav eus bro an dero glas,
« Enezen a zudi, kelc’hiet gant ar mor bras ?
« O yez koz a zo flour, o fe nerzus ha stard ;
« O zadou da Zoue biskoaz n’int bet trubard ;
« Ha hano o broïg a zo dous ’vel ar mel…
« Glevet ket nouellou bugale Breiz-Izel ?
« Niverus ha dinam dirak ma c’hraouïg plouz,
« Me o gwel daoulinet en o iliz parouz ;
« Ma c’halon d’o feden a drid ebarz ma c’hreiz…
« Petra a rofen-me da vugaligou Breiz ? »

— « Jezuz, eme ar Vamm, eveldout me a gar
« Bugaligou Arvor hag o broïg dispar ;
« Ma bennoz a roan d’ar Vreuriez santel
« An eus o dastumet tro-war-dro d’he baniel ;
« Ar vreuriez vad-se an eus ezom eur vouez
« Da c’hervel he mibien, d’o c’helen hep paouez,
« Eur vouez dous ha nerzus ’vel eun delen breizad…
« Ro d’eze kement-se evit o dêrou mad. »

Ar Mabig a zentas ; setu perak hirie
Hoc’h eus, bugale ger, eur gelaouen neve.
Grêt d’ei digemer mad. Ra vo, en pep ti Breiz,
Ar bann-heol a strinko dudi ha joa a-leiz.
Roet d’imp gant Jezuz ha hanvet Arvorig,
Hi vo arouez ar fe en bro an Herminig !

KOULMIG ARVOR


————