Diverradur ar pennadou kentan : Janig ha Perig a zo eureujet hag evurus-tre en o zammig mereuri, gant eur mabig bihan, koant evel eun ael, nemet Jobig ar C’hoajou, eun diskiant hag a gare Janig en kuz, a vag gwarizi en en galon ouz ar priejou yaouank. Klasket en deus stlepel eur voudennad douar oute, deiz an eured. Daoust petra eman o prienti ?
Eun devez hanv, ar pôtr Yannig a oa kousket en e gavel dirak an nor, e disheol ar spern-gwenn. Ar vamm a ye hag a deue dre an ti en-dro d’he labour.
Jobig a dremenas dre an hent o tont eus ar c’hoad.
Pa welas ar c’havel gant e ridochou gwenn, e chomas en e sav. Petra a dremenas en e spered ?… Digeri a reas ar gleudennig wenn a gloze ar porz ha, goude bean sellet mat en-dro d’ean, e teuas goustadik betek ar c’havel.
O klevout eun trouz bennak, Janig a deuas da doull an nor. Eun tammig aon a grogas enni o welet Job e-tal ar c’havel, met e zremm a oa ken madelezus ; seblanti a rae ken evurus, ma chomas ar vamm amguzet da zellet outan.
Jobig a oa evel semplet dirak ar bugel. A-viskoaz en devoa bet eur garante vras evit ar vugaligou, hag e blijadur a vije ober en-dro d’ê. Ar garante-ze a zeblantas dihuni en e galon ha Janig e gleve o lavaret :
— O, an êlig koant ! Toutouig, mab bihan ! Toutouig la la ! —
War an tôl, Yannig a zihunas. Neuze an diskiant a bozas war ar c’havell ar bleuniou a oa gantan hag, o trei kein, e tec’has goustadik, evel m'a oa deuet.
Pa voe distro an tad eus ar park, Janig a gontas d’ezan gant pres ar pez a oa tremenet.
Edont o tiviz diwar-benn ze, pa glevjont kleudenn ar porz o tigeri.
— « Arru ’zo tud, eme Berig en eur zevel. Sell, eur paour eo, a gredan ; eur zac’h a zo war e gein. »
— « Digor an nor neuze, eme Janig, bepred madelezus. »
An diaveziad a deuas en ti.
— « Petra ’glasket, ma den mat, eme Ber ? »
— « Fe, eme egile, en eur zellet en-dro d'ezan dre zindan e dog ; me ’zo o klask labour dre aman. N’hallfec’h ket gopra ac’hanoun ? »
Perig a chomas eur pennad da zonjal. Ezomm, hag ezomm bras en devoa eus eur mevel. E hini a oa aet an de a-rôk d’ober e dri de warn-ugent, hag ar foenn a oa da beurzerri. Koulskoude, stumm heman ne blije ket d’ean. Gwisket-fall ha digempen, ne oa henvel nemet ouz eur reder-bro, hag e zaoulagad a oa disleal.
— « Gouzout a ret labourat douar, emean ? »
— « Penôs, eme egile ! ya, marvat. Ma micher eo hounnez. »
— « Eus a belec’h e teuet ? »
Ar pôtr a daleas eur pennad da respont. — « Eus a bell e teuan, emezan ; met bet oun c’hoaz er vro-man. »
Per a zellas ouz Janig. Houman he devoa true ouz êr truhek ar paour kêz.
— « Petra ’larez, emean goustadik ? »
— « Fe ! ’vel a gari, eme Janig. Mar karez, e kemeri anean evit eun nebeut deiziou. Truezus eo e stad. »
— « Ar gwir ’zo ganec’h ; met n’em eus ket fians ennan. »
— « Ne vo ket red e viret. »
— « Ac’hanta, eme Ber a vouez uhel, ’vit eun toullad deiou e roin labour d’ec’h, mar karet. Ret eo d’imp en em zikour. »