Diverradur ar pennadou kentan : Janig ha perig, eus ar Gêr-Wenn, a zo o paouez eureuji. Karet eo Janig, en kuz, gant eur paour kêz diskiant, Jobig ar C’hoajou. Debret eo kalon Jobig gant tan ar warizi. Hen diskouezet en deus, deiz an eured, o klask stlepel gant ar priejou neve eur voudennad douar. Tec’het eo, da heul, hag, aboue n’en deus ket kredet tostaat ken.
Nag a c’hlac’har he devoa bet ar paour kêz Janig o kuitaat evit mad, an ti tadel, a vire e pep korn anezan kement a envoriou ker d’he c’halon !
Ne oa ket bet pell, koulskoude, evit trec’hi ar barr-anken-se, ha kennerzet gant he c’harante, en em roas kalonek d’an dleadou a c’houlen diganti he micher a benn-tiegez.
— Bezit piz, onest ha labourus, a lavaras d'ezi ar re goz, hag en em dennfet mat, gant gras Doue. —
An dud yaouank a zentas ouz an aliou-ze. « Ar C’hoadig », bet dilezet e-pad pell amzer, a oa kalz a welladenn d’ober warnezan. Perig hen gwelas hag a dennas gounid a gement-se. Janig, diouz he zu, ne gaze ket al labour. Poanial a raent ’hed an devez, pep hini eus e du, ha goude, azezet war an oaled ledan, nag e kavent berr nozveziou hir ar goanv, gant mignoned vat deut da ober gante eur c’hornad butun, pe aliesoc’h o-daou o tiviz diwar-benn trubuilh ha levenez an de tremenet, labour an de war-lerc’h, spi an amzer-da-zont, troiou an amzer gwechall.
— « Ha Jobig ? eme Ber a-wechou, ’teus ket gwelet anezan pell-zo ? »
— « Nan, eme Janig. Pa wel ac’hanoun o tostaat, e pleg e benn hag e tro kein. »
— « Eur wech bennak em eus gwelet anezan o tremen dirak an ti, ha, bep gwech, e tro e benn d’an tu-all. »
— « Paour kêz paotr, eme Janig. »
— « Ah, ma flac’h kêz, ’benn an hanv e ranki tremen hep bleuniou. Aze out tapet ! »
Hag an dud yaouank a c’hoarze.
Met Jobig, petra oa deut da veza ?… Ar paour kêz ne oa ken ar memes hini. Hen, ken laouen, ken c’hoarzus diagent, a oa deut da veza tenval, rok ha dizeblant. Ne gomze ouz den. Ar goanv, a harze outan da vont d’ar c’hoad, hen dalc’he prizoniet er gêr alïes en e wele. Yann-Vras hag e dud a oa krog da vezan nec’het gantan.
— « Mar ne deu ket gwasoc’h da chench, eme ar vamm ? »
— « N’ouvean ket, eme Yann. Red eo laret e oa e zonj gant Janig, ’vel p’en dije e skiant-vat. »
Hag an neve-amzer a deuas. Ar c’hoajou en em wiskas a c’hlazur, ar spern-gwenn a vleunias, ar maez en em c’holoas a gân hag a c’houez-vat, hag ar « C’hoadig » a zeuas da vezan eur gwir neizig a zudi.
Ar priejou yaouank a gare an neizig-se ha n'hen kuitaent nemeur. D’ar zul, d'an oferen ha d’ar gousperou ! Goude, da welet an tadou ha mammou, o gortoze gant kement a brez, ha d'ar gêr adarre ! Eno e oa o buhe hag o holl evurusted.
— Graet e oant an eil evit egile, — a lavare an dud, hag ar re a dremene ebiou d’ar « C’hoadig » a zelle outan evel ouz eur baradoz bihan.
Nag a zouster a zo kuzet e buhe eun tiegez kristen ! Pegen foll, eta, ar re a dremen o amzer, bep sul, bep gouel, o tismantra hag o veui an evurusted-ze en hostaleriou, er gwin-ardant milliget ! D’ar sul, d’abardaez, oc’h ober eur valeaden gant bugale ha pried, er gêr d'an noz, e-tal an oaled ledan, e-kreiz eur gurunenn a garante, pebez eurvad dibriz, pebez taolenn frealzus, disprizet, siouaz, gant kement a dadou, dianav evit ken lïes a diegez, ha ken êzet da dizout, koulskoude, koulz d’ar paour evel d’ar pinvidig !
Ken diaviz all ar re a weler bemde o tec’hel diouz o bro, da glask an evurusted a vez kinniget d’eze en draouien e-lec’h m’int ganet, e-kreiz maeziou peuc’hus o Breiz-lzel !
Janig hag he fried a anaveze ervat talvoudegez an evurusted-ze, a greskas c’hoaz evite pa deurvezas Doue, a-benn ar gouanv war-lerc’h, degas eun êlig bihan, eur mabig ar c’hoanta, da laouenaat o ziegez.
Adalek neuze n’o dije ket troket o stad gant hini ar prinz galloudusa.
— « Re evurus omp, a lare Janig. N’ou-