Diverradur ar pennad kenta : Janig a zo o vont da zimezi, nemet karet eo en kuz gant eur paour kêz diskiant hanvet Jobig. Heman a dle bean c’houervoud leiz e galon.
Ha pep hini a zonje : « Gwelet e vo ! Mar gallan, n'eo ket eun all a vo trec’h. »
Latenn ar merc’hed n'oant ket stag ive, a hallet kredi.
— « Allo, Mari ! Prest eo da zilhad neve ? »
— « N’int ket start da bresta, Loiza ger ; n’em bo netra nemet eur c’houzougen neve hag eur botou ler. Ha te ? »
— « Me netra a-grenn ! ’Teus ket sonj em boa bet eur gwiskamant penn-da-benn evit pardon ar Werc’hez, pa oamp hanvet hon-diou gant ar baniel bras ? »
— « A ! eo ; sonj am eus… eun droc’hanten e oas an de-se. »
— « Ya, merc’h paour, met dimerc’her ne vefomp netra. Klevet ’teus pe sort dilhad he deus bet Soazig an ti-all ? »
— « ’M eus ket. »
— « O plac’h kêz, me ’m boa o gwelet an de-all e ti ar gemenerez : merinos-doubl eus ar c’haeran, taer regennad voulouz war he broz, hag eun davanjer sei-roz gant dantelez gwenn tro-war-dro ! »
— « Chezus ! Ken pinvik-se eo re an ti all ? »
— « Pinvik !… Ya da, moged kuit a dan !… Met n’ouveez ket eman о klask tapout eur minor mat bennak ? »
— « Hola vat ! C’hoari gaer a vo en eured Janig. »
— « Ya, me ’gred ! Piou eo da zanser evit tro ar boked ? »
— « N’ouvean ket… Yann Mari, moarvat, eme Vari en eur ruia eun tammig. »
— « A, ya ! da hini ’vel just… Chezus ! me ’zo disonj. »
— « Ha te ? »
— « Ha me ’oar ? Jilez a zo adarre klask frot ouzin ; n’on ket evit en em dizober diouz hennez. Met, fe d’am daoula, dans ar boked ne rin ket gantan, sur mat. Mar gallan kravan war Laouig, an danser ! »
— « A, eno e vo brao ar bed ganez, eme Vari, en eur vouz-c’hoarzin. »
An holl a ouie er geriaden e oa Loiza baour, aboue pell ’zo, о klask teurel e diner he botez ar pôtr Laouig, met heman, herve, en devoa e zonj e lec’h all.
« Kement a reer о kana nouel, ma tigoue Nedeleg », eme eul lavar koz. An de ken gortozet a zegouezas ive.
Janig a zavas laouen ar beure-ze. Pre-