Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Bleuniou a garante, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur marvailh neve gant Koulmig Arvor
BLEUNIOU A GARANTE
————



II


Diverradur ar pennad kentan : Er Gêr-Wenn, eun den madelezus, Yann Vras, en deus digemeret, dre drugare, en e di eur paour kêz diskiant hanvet Jobig. Heman, mar deo berr e spered, a zo digor e galon da holl vravente ar Grouadelez. E vrasa plijadur eo kerzet dre ar c’hoajou o kuntuilh bleuniou hag o selaou an evned o kanan. Leshanvet eo bet « Jobig ar c’hoajou ». Er Gêr-Wenn ive eman o vevan eur benherez ken fur ha ma ’z eo koant, Janig ar Mignon. Perig ar Barz, eul labourer kalonek, gwir-gristen ha gwir-vreizad, kenkouls kendere (stad) e gerent ha hini Janig, a zo bet digemeret ganti da zanvez pried. Nemet, war ali o zud, an daou zen yaouank a ranko gortoz a-benn eureji ken n’o devo kavet eur plas dereat da feurmi.


Eur beurevez, en eur digeri prenestr he c’hambrig, Janig a gavas warnezi eun torkad bleuniou koant, goloet a c’hliz ha neve-guntuilhet. Chom a reas souezet. Daoust piou en devoa digaset ar boked-ze eno ? Eur pôtr yaouank, a dra sur, rak laket e oa bet epad an noz… Perig ? — Ne grede ket, re gustum e oant an eil ouz egile ’vit laret en dije grêt c’hoariou evel-ze, pa ne oa ket he gouel… Piou a-hend-all, eta ? Ha Janig gant ar bleuniou da gambr he mamm. Houman ne oa ket sklerijennetoc’h evit he merc’h. Eur garante guzet a oa er boked-ze, met dsaoust e pe galon e oa diwanet ?… Fanch ar Merer ? — Hennez a oa pinvidik… Laouig ar Rouz ? Kaner ha danser evel ne oa ket !… Pe c’hoaz Herri ar Garreg, a zelle ouz Janig aboue pell zo en eur huanadi ?… Unan bennak a oa, a dra zur, met piou ?

Kaset e voe kelou da Berig. Heman kentan ’reas e oa en em dizamm ; n’eo ket hen a oa ar perc’hen. Klask a reas evel ar re all, mes hep muioc’h a chans. Pôtr e vleuniou karantezus a chome dianav.

Eiz de a dremenas, hag, eur beurevez, setu eur boked all War brenestr Janig, brasoc’h ha kaeroc’h c’hoaz evit ar c’hentan !

— « Nom d’am pesked ! eme Berig, en eur gravignat koste e benn, setu aze eun hinkin avat ! A dôliou bleun ec’h a heman d’ei ! »

— « Pelec’h kavet feson dudiusoc’h ? eme Janig en eur vousc’hoarzin. Hep mar, e garantez a zo ken gwerc’h, ken flour hag e vleuniou. »

— « Diwall na dremenfe ken prim hag i, eme Berig… Met, kuit a farsou, me ’zo krog da vean nec’het. »

— « Pesort kôjou, eme ar plac’h yaouank. Ken nebeut a fizians a teus en ez Janig ?… Met, memes tra, fentus eo, han ! »

— « Fentus ken na rankan goût piou eo ! Nag e renkfen tremen pemzek de hep mont em gwele. »

E-pad eiz de ec’h evesaas. Krog e oa da skuiza, — ne oa ket hep abeg, — pa welas, eur zulvez vintin, ’rôk an de, Jobig, ya, Jobig ar c’hoajou, ’n eur distrei eus ar c’hoad, o tostaat sioulik da brenestr ar plac’h koant hag o lakat goustadig eur boked glizennet er memes lec’h gant an daou all.

Perig a dirollas da c’hoarzin : — « Hola ! hola ! eur gwall enebour am eus tapet aze. Ne grenen ket hep rezon ! n’eus forz, ’c’h an d’ober eur c’housk breman… A, Jobig ! Janig, avat, a zo o vont da c’hoarzin. »

Ha g, an de war-lerc’h ar beure, ar pôtr a gemere gwenojen ti e zousig. — E oa houman o lakat ar bleuniou en eur werennad dour sklêr, he mamm en he c’hichen.

— « Eur boked adarre, emei kerkent ha ma welas he mignon. »

— « Adarre ! eme heman. O, Janig, stad a zo ennout gant da vleuniou, met muioc’h a vo c’hoaz pa anavei o ferc’hen. »

— « Penôs ? te ’oar piou eo ? Komz prim ’ta, Perig ! »

— « Klask c’hoaz, eme ar paotr o vousc’hoarzin. »

— « Kleuzet a-walc’h em eus ma fenn evel-ze. ’N hano Doue dinec’h ac’hanon. »

— « Jobig ar c’hoajou, dimezell Janig eo ar c’hoanteg ijinus-se ! »

— « Jobig ar c’hoajou, eme ar plac’h yaouank o tiroll da c’hoarzin. Arsa, ma Doue ’velkent, hag e kav d’ec’h eo dre garantez ? »

— « Dre garante ?… Ya, sur end-eün ! Mar tije gwelet gant pebez evez e renke e vleuniou ha pebez sell a daolas, a-raok kuitaat, war ar prenestrig serret ! »

— « Paour kêz Jobig ! emei. Biken n’am bije sonjet ! »

— « Perak ’ta, Janig, eme ar vamm, ne vefe ket gouest kalon ar paour kêz-se da c’houzanv evel ar re all ? Na ret ket a wap, bugale ; pec’hed e vije. An hunvre-ze, a dra sur, a zo prederiet gant hennez aboue pell zo. Met, d’am sonj avat, digemer e vleuniou a zo rei tu d’ezan da genderc’hel. Mar gret diouzin, e vo lezet ar boked war ar prenestr. Pa gavo anean sec’het en e blas, marteze ec’h intento. »

— « Ma, avat, eme Berig ; kement-se n’eo ket ma sonj-me. An inosant paour en deus, a dra sur, eur blijadur vras o tastum ar bleuniou-man da Janig ; chom hep o degemeret a vefe ober d’ezan re a boan galon. »

— « Abred pe diwezat e ranko gouzout ! »

— « Marteze ’benn neuze en devo chenjet sonj. »

Hag ar merc’hed a yeas da demzi ’n em wiska evit an oferen-bred, tra ma tistroe Perig d’ar gêr d’ober kemend-all. Ya, met ar fent a oa re vras. Da gentan mignon a gavas war e hent, ar pôtr yaouank a displegas an neventi. Ar brud a redas buhan hag, ’benn an noz, ne oa kont er gêriaden nemet eus karante Jobig.

— « Diwall, Perig, eme unan ; eur gwall-vlei ac’h eus aze. »

— « Kê da zerri bleuniou, eme eun all ; anez ez out paket. »

Jobig ive, e c’hellet kredi, ne oa ket espernet.

— « Petra hon deus klevet, Jobig ? Ez out o vont da zimezi, ha d’eur goanten, me ’gomz d’it ! Ar vravan eus ar vro ! Eur mestr out da choaz ! »

jobig ne responte ket alïes, met c’hoarzin a rê kalonek, hag an holl gomzou-ze en em garane don en e benn. Koulz pe goulz eus an de, e kave tu da vont d’ar c’hoad da guntuilh eur boked d’e zousig, n’en devoa nemet an doare dudius-se da ziskulh d’ezi e garante.

Siouaz ! hunvreou aour ar paour kêz Job a oa war var da vezan bruzunet.



Eur beurevez, Per a erruas en eur redek e ti e durzunel.

— « Eur c’helou mat, Janig kêz ! emezan ! Intanvez an Duïg a zilez he mereri hag ar « C’hoadig » a zo da feurmi. Petra ’larez ? Daoust ha ne blijfe ket an neizig-ze d’it ? » —

Ar C’hoadig a oa eur vereri vihan war-bouez eur c’hart leo diouz ar Gêr-Wenn. Eur gwir neizig, evel ma lavare Per. An ti glas, savet en eul lïorzig kelc’hiet a spern-gwenn, hanter-guzet e-touez ar c’hoajou bodennek.

— « Ar C’hoadig ! eme Janig o tridal ! Penôs ne blijfe ket eul lec’h ken koant d’in ? Biken n’em bije hunvreet kenkoulz-all ! » —

Galvet e voe an tad hag ar vamm.

« — N’hellec’h koueza gwelloc’h, bugale ger, eme an tad, en eur frota e zaouarn. Laret mat a raen d’ec’h gortoz ! Pegoulz eman difeurm ar vereri ? »

— « ’Benn Gouel Mikêl kentan, da laret eo, ’benn eur miz hanter. »

— « Allo, allo ! an traou en-dro neuze ! Gra feurm pa gari, ha bec’h d’an embannou ! »

Ne oa ket ezomm da laret diou wech. ’Benn ar zun war-lerc’h, an aotrou person a dezrevelle d’e barouzianiz e oa deut ar c’houlz da Zielli an intent a dlie unani daou diegez gwella ar barouz.

— « Daou den a zoare, eme an dud etreze o tont eus an oferen ; tud yaouank fur ha tud en o êz, rak, mar ’n eus ar Mignon koz eur vinorez vat, mab ar Barz n’eo ket gant netra ive. »

— « Eun unaniez treset mat !… Hag ar C’hoadig odeus feurmet, war a glevan. »

— « O ya, eme eun all gwariziusoc’h, ar re binvik a gav bepred tu d’en em zibab. »

— « Petra ’fell d’it, ma fôtr kêz ? Evel-se ’man bet kont a viskoaz hag e vo da viken. »

— « Ha Jobig, ma Doue, eme eun all, Jobig ar c’hoajou, penôs e ray ? »

— « Kalonad sur en devo, ar paour kêz pôtr. Met bah ! ankouaz a ray buhan. »

Hag an teodou a gerze, lod war an tu mat, lod war an tu fall. Kement-se avat, a leze dinec’h Per ha Janig ; holl d’o evurusted, hon mignoned ne oant trubuilhet tamm ebet gant lavariou an dud.

Koulskoude, an daou diegez a demze pep tra evit an eured, a dlee dastum tremen daou c’hant a gerent hag a vignoned en-dro d’ar priejou yaouank. War gezeg e vije an traou hag holl dud ar geriaden hagan amezeien tro-dro a oa pedet, ha ne oa ken kaoz etre an dud yaouank.

— « Kerc’het mat eo da jao, Loeiz, eme Bipi ? »

— « Dec’h da noz em boa kresket e loden, eme heman ; ha da hini ? »

— « Fe, krog oun gantan ive. Aze ’vo bec’h, pôtr ! Diou rubanen oc’h antren er vourc’h. »

— « Hag eur maout en distro ! »

— « Eur maout, saperdie ! Pelec’h e vo ar chach ? »

— « Tro-war-dro da bark ar gestenen, ’m eus aon. »

— « Hola vat, eur park a bemp devez arat, ha sao en eun tu… »

— « Ya, eun tamm sao a zo er penn-man, met, a-hend-all, evel eun tôl-boull. »

— « Bec’h a vo, sur end-eün. »(Da heuilh)

Koulmig Arvor