Pajenn:Cadoret - Ar falc'herien, 1927.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


1
 Kerkent ha goulou-de,
 Me ’glev ar falc’herien,
Bis

O youc’hadennou seder
A diston er mêziou,
Ken e tregern er pellder
Hekleo an traouiennou.

2

Heol nerzus miz Even
N eus sec’het an trevad ;
Ar prajou, ’vel ar mor bras,
Hinjet gant an ezen,
A led dindan an oabl glas
O gwagennou melen.

3

Laouig, ar mevel bras,
A voulc’h an troc’h kentan
Hag ar filc’hier didrue
A diskarr ar bleuniou,
En eur renkan a goste
Ar foen e restennou.

4

Pegen kaer eo gwelet
Falc’hadegou Kerne,
Pa vez renket, leun a lorc’h,
Beteg ugent pôtr mat,
O kas gante peb a droc’h
A… daouzek botezad !

5

Sellet-ê, kreiz ar prad,
Dêvet gant an heol tomm ;
Ar c’houezadur a ziver,
Vel ur c’hlizenn bervet…
Ar maout a vez gwerzet ker
En bro ar vretoned.

6

Mar g eo kalet ar boan,
An enor a vo bras ;
Arôk bepred ha buan !
Lemmet ervad, pôtred ;
Ne glevet ket war an tân
Trouz an uou fritet ?

7

Micher al labourer
A zo lemm ha poanius,
Met e spered dibreder,
’Vel evnig ar c’hoajou,
A zo dilu ha seder,
Pell diouz fank ar c’hêriou.

8

Poaniet a galon vad,
Falc’herien Breiz Izel,
Ha pa deuy tôl an Ankou
Da derri ho chaden,
Henvel ouz bleun ar prajou,
C’houi a varvo laouen.

Koulmig Arvor


Ti Moulerez SANT-GUILHERM
27, Bali Charner, Sant-Brieg