Pajenn:Cadoret - Ar barz prodig, 1910.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BARZ PRODIG
————
Chomomp en Breiz Izel !
————

Kalz eus an dud yaouank a gwita o Breiz evit mont d’ar c’hêriou, eur wech tec’het diouz ar gêr ha kollet en mor houlennus ar c’hêriou bras, a zeu founnus d’ankouat ar vro ’lec’h ma ’z int ganet. Re wan evit stourm ouz kement a skoueriou hag a c’hiziou divalo pere a dall o spered, ar paour-kez Breizaded a ’n em lez da vean goneet, ha, tam ha tam, a zeu da yenât ha betek da wapat ha da gazout ar vroïg en pehini e deus bet ar vue.

Dre c’hras Doue, etouez ar re-ze, e kaver ive re-all, ’vit pere trouz ha safar ar c’hêriou n’int ket krenv awalc’h ’vit disc’hwrienni eus o c’halon envor al lec’hiou peuc’hus a vir en Breiz-Izel kement a bennadou evrus eus o bue ; ba hualet er bed kasonius-se, ar zonj eus dudi, karante ha frankiz bro o c’havel a drubuilh kement o spered, ma renkont dizrei d’ar gêr ’vit adkavet ar peuc’h.

Kement-se a zo c’hoarvezet, ’vit ar bla, gant eun den yaouank eus ma anaoudegez.

An den-man, pôtr a feson ha karet gant an holl, a dra zur, na vanke d’ean netra ’vit bean evurus en e vro. Gant se, kaner dispar, eur blijadur a vije klevet anean bemde o vont hag o tont d’e barkou, o tihun, gant e vouez skler, ekleo an traouiennou.

Marteze ive, biken ne vije deut en e spered kwitât e vro, panevert aliou eur reder-bro bennak, a zilas ken don ar c’hoantegez-se en e galon, ma n’hallas stourm outi ; hag eun devez, en despet da zaërou ha da hirvoudou e dud glac’haret, ar marc’h-du a gasas anean trezek Pariz, ar mor fall a lonk, evit biken, ken liès a vugel da Vreiz-Izel.

War e lerc’h, en e vro, e lezas keun ha melkoni.

« Arsa, eme ar re goz, setu unan ouspen tec’het diganimp ; eun den evel hennez an ije, koulskoude, ’n em dennet ervad dre aman. Red eo laret, evelkent e labour an diaoul e-unan, da chachan hon bugale da Bariz, elec’h, marvad, e c’hall dont a benn anê welloc’h a ze.

Ar re yaouank ive a glemme :

— Sonjet ’ta, eur c’haner dispar evelse, a anvee kement a zoniou dereat, hag a ouïe kenkoulz kana da zanzal e c’hiz ar vro !…

Hag en gwirione, netra kaeroc’h evit klevet, en eurejou pe all, ’lec’h ma vank bombard ha biniou, eur vouez dispar evelse o tout da bakan mouez raouiet an « accordeon, » gant e goz polkaiou daonet, en eur ganan eur zonig vrezonek bennak, war eun tôn dereat, hag a ro d’an holl lec’h d’en em didui an eur c’hiz fur, giz o zud koz.

Mes petra talvee ar boan ’n em jalan ? Et e oa endro, ha, marvad ac’han da bell, marteze biken ken, ne vije gwelet er vro-man.

Pegen souezet ne oad ket eta o welet, da eur miz goude, ar pôtr o tigouezout, e valoden gantan ouz e zorn hag e drem laouen meurbed.

An holl, ’vel just, a glaskas goût raktal petra oa bet kiriek d’eun dizro ken buhan.

— « Kalz a draou, emean, a zo bet kiriek da gement-se ; mes eun dra, dreist-oll : en Pariz, n’hallen ket kanan, hag an dra-ze a waske kement war ma spered, ma n’am mije plijadur abed.

Aboue an deiou kentan oan digouezet, n’am eus bet nemet eur c’hoant : distrei… distrei buhan. Ma mignoned, o welet ma fenn ken tenval, o deus gret o fosubl evit laouennât ac’hanon ; komz a rent d’in a deatrou, a cirquou ha me oar petra c’hoaz ? Ma fenn-me na oa ket gant ar seurt treo-ze, hag evidon-me, na teatr na cirque, na dalvee eur pardon, pe eun eured eus ma Bro Gerne. D’am zro, neuze, e konten d’eze ma zrubuilhou. Kalz anê, ouz ma c’hlevet, a zirolle da c’hoarzin. Darn-all ive a chome hunvreüs ; marvad, e tihunen en o c’hreiz eun envor, eur garante, na oant ket evit mougan, hag a boanie o c’halon eur c’hoantegez ha n’hallent ket frealzi. Rak, ma Doue, petra zo kiriek ive ma chom kalz, kalz a Vretoned da wenvi a gorf hag a spered en mansardou Pariz ?

N’o deus ket peadra evit distrei d’o bro !…

« An holl draou-ze, tudou kez, a re d’in eur boan vras, hag evit ’n em frealzi eun tammik, en em lakeen da zonjal em Breiz-Izel…

O ! dousât hunvredigez en pehini en em welen o vont d’am farkou diouz ar beure, pe o tizrei d’ar gêr, d’an noz!… Eur vro dispar, ledet dirak ma zell, eur benveg war ma skoa, ma spered dinec’h, o kanan a greiz kalon eur zonig eus ma re garetan… hag e welen adarre ma zi bihan, ma bourkig koant ha ma zud karet… Eurus en em ankouaen em hunvreou, ken ma teue eur c’houisteladen garo, pe eun dourni vras bennak da zihuni ac’hanon d’ar wirione, ha da laret d’in pegen pell e oan diouz an holl draou gaer-ze.

O !… neuze ar gounnar a groge ennon, ouzin ma-unan, ouz an « usine » daonet, en pehini, bemde, e renken gouzanv rebechou eur c’hoz « kontrevestr » kakous !

Gant rukun, e welen ar ruiou tenval leun a c’houez fall, dre bere, achu ma devez, e renken distrei bemnoz, poan awalc’h d’in, alies, o tiwal ma bue.

« Ah ! n’eo ket eno e c’hallen bean en gortoz da glevet lapoused o kanan !…

N’e ket eno, kennebeut, e c’hallen lezel ma mouez da vale war- he zra-la-la.

Ha, kouskoude, an noz-all, ma tistroen adarre d’am zoul kambr, ha ma oa, ’vel bepred, ma c’horf en Pariz ha ma spered en Breiz, hep sonjal, setu me krog gant eun tam zôn vrezoneg…

Kerkent, e klevis eur goz itron velget, en eur deul warnon eur zell disprizus, o laret d’eun otro pikous a oa ’n he c’hichen :

— Est-t-il fou ?…

« Ah « Fou ! » emeon dihunet ; ya, ya, « fou » awalc’h ’on, a dra zur, chom aman da leski en fonz an Ifern, pa ’man doriou ar Baradoz digor ouz ma gortoz !… Mes gorteit, Parizianed treut, ec’h an da « difoui » !

Dre ze, dec’h e ris ma fak, ha hep kemer ar boan, zoken, da laret kenavo da Bariz ha d’he c’haerderiou gwalc’hus, e ris kont, hep chipotal, gant ar c’hentan marc’h-du a gavis prest, da bellât ac’hanon diouti.

O ! dre ma tostaen d’ar gêr, pa welen adarre parkou, koajou, maeziou kaer ba divent, ma c’halon, gant levenez, a dride ’barz ma c’hreiz. Hag eus a bell, du-ze, pa ’m eus gwelet chiminal ma zi koant o vogedi etouez ar gwe glas, am eus loskaet eur poz kan en pehini, gant eur galon dinec’het, am eus touet penoz biken mui ne c’hoantajen mont da glask fortun da Bariz, hag e labourjen ’pad ma bue da lakat ma zonj da vean hini ma c’henvroiz… »

Setu aze, lennerien ger, ar pez a gontas an den yaouank-man diwar-benn e veach Paris. Ar wirione a lavare, rak tud-all, en Pariz gantan ha distroet aboue, o deus roet testeni a gement-se.

An hevelep respont, emeint-i, a roe bepred d’ar re a felle d’eze frealzi anezan.

— Didrouzet d’in gant ho Pariz ! N’eus ket da laret, me renk distrei da Vreiz-Izel da ganan !

Ha breman adarre e ve klevet bemde ar maeziou o tregerni gant mouez kaer ar « Barz prodig. » Breman adarre e c’hallo didui yaouankizou e vro.

Kement-se a zo kaer meurbed. Mes kaeroc’h ha gwelloc’h e vije c’hoaz ma servichfe e skouer d’unan bennak, ma c’hallfe e genteliou sila kasoni ar c’hêriou en kalon e genvroïz, ha lakat dôn en o spered pegen dous eo bevan ha kanan war douar Breiz-Izel.

Bugel ar Werc’hez.