Pajenn:Cadoret - An heritourez, 1912.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed


————


c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h
gwisket evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.

PLAC’H AL LIZEROU




DIVIZ XI


(Ar memes re, plac’h al lizerou)


PLAC’H AL LIZEROU o tont er zall)

Demat, itron ha dimezelled Pismik. Digarezet ac’hanoun, me ho ped, Keun am eus… d’an eur-man ; ’met nec’het oun… (Da Louiza) peanos, dimezell, hag hen n’em eus ket roet eul lizer d’ac’h ar beure-man evit ho matez ?

LOUIZA (o sellet ouz he mamm hag he c’hoar)

A, eo avat ! sell, ya sur… evidout, Anna. Ankouaet em boa rei anean d’it (Tennan a ra al lizer.)

PLAC’H AL LIZEROU (o kemer ar paper).

Trugare ! Al lizer-man ne gredan ket e vefe d’ho matez.

AN TAER BLAC’H

petra ’laret ?… O farsal ez oc’h !

PLAC’H AL LIZEROU (souezet, o sellet oute).

O farsal n’oun ket sur, ha perak ?… (Da Anna) pesort hano ho peus ?

ANNA

Anna ar Pennek.

PLAC’H AL LIZEROU

Ya just… hag al lizer-man a zo da Anna an Troadek, matez an ti-all, ’N em dromplet em boa.

LOUIZA (mantret

Ha me ’m eus digoret a lizer !

PLAC’H AL LIZEROU

Bon, avat !… A, fe dam, n’eus ket kement a riskl, pan eo kavet… Kenavo itronezed Pismik, digarezet ac’hanoun da vean ho direnket… (Mont a ra er-maez)


DIVIZ XII


(Ar memes re, nemet plac’h al lizerou)

(An taer blac’h a chom mantret eur pennad d’en em zellet. Souden ar vamm a wel Anna o tibri sioul he zamm kig.)

AR VAMM (kounnaret)

Lezet ho peus an treo-ze, tra ifrontet ha savet fall !… Hag aet oc’h er-maez !

JULIE HA LOUIZA (o vont ’trezek d’ei).

Aet oc’h er-maes, penn darbot !!

ANNA (boemet).

Patra ; Doue ?

AN TAER ALL

petra, petra ! Ar porz, ha prim !… (Boutan reont anezi er-maez).


DIVIZ XIII


(Julie, ar vamm, Louisa)


JULIE (o kouezan war eur gador)

Ya, sonjet er pez vil-ze ! Pesort tôl he deus graet d’imp ! Mamm, me ’gasfe hounnez da vale. Mitizien a-walc’h a ve kavet.

AR VAMM

Ya, piou en dije kredet ?… Ha dibri hag evan a rae hounnez, n’eo ket farsal !

LOUIZA
(he fenn ganti etre he daouarn)

Ha koll eur fortun evel-se n’eo ket spontus !!

JULIE

Lezet-hi ! Hounnez a baeo ze d’in

LOUIZA (he dorn serret)

Me he malo…

JULIE

Ya ! Ha te a zo kôz, koulskoude, mar zo grêt tôn d’ei.

LOUIZA (o sevel)

Me, ha me adarre… Marteze oc’h aes da damall ze d’in c’hoaz.

JULIE (o sevel ive)

Sort se ’zo rok ’vat… Emichans, ne vo ket gallet kaozeal ganit ken, goenvadenn ’zo ac’hanout

AR VAMM (da Julie)

Peuc’h !…

(Julie, feuket, a ya er-maez en eur grosmolat. Louiza hec’h heuilh, eur pennadig goude, en eur huanadi).


DIVIZ XIV


(Ar vamm hec’h-unan, o klenkan an treo).

A ma Doue ! Gwasat planedenn !… Me lar d’ec’h, bean zo tud ha n’eo ket dleet d’ê kavout tamm chans ebet war an douar-man. … A ba ! red eo d’in mont da aveli ma fenn eun tammig… (Mont a ra er-maez).