Pajenn:Cadoret - An heritourez, 1912.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed


————


c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h gwisket
evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.



DIVIZ VIII


AR VAMM, LOUIZA, JULIE, ANNA


ANNA (o tont er zal gant eur pladad soubenn domm).

’Meus aon em eus laket diou wech holen er soubenn.

AR VAMM (rust)

N’oc’h tet ’vit… (O chench ton) ba ! ze n’eo netra. Anna ; ni n’omp tet ken sellus-se.

JULIE

Nan, nan ; mat sur eo evel-se.

LOUIZA

Ze ’zo evit an deiou ec’h ankouaï lakat tamm ebet.

ANNA

(Souezet gant Kement a chenchamant)

Ya, mes ’velkent…

AR VAMM

Ni a gav hir an amzer hon zaer. Mar ’tije ar vadelez da zont da zerc’hel kompagnunez d’imp ha da zibri eur bannac’h soubenn ganimp ?

ANNA (mui-ouz-mui souezet)

O, trugarez… !

LOUIZA

’N hanv Doue, na rez ket a gomplimanchou, mignonez.

JULIE

’Vit ober pijadur eo. Annaïg. N’hellez ket nac’h.

ANNA (O sellet ouz he dihad)

Ya, mes n’oun ket dereat evel-hen ; me ’zo o vont d’en em chench.

HOLL

Nan, nan… Ba, ba ! Gwell-vat !… Re vat !

ANNA (O sellet ouz he daouarn)

Da vihanan, en em walc’hi eun tamm ?

AR VAMM

Nan, pa laran d’it ! Hag hen en em walc’homp-ni ?

JULIE

Azez ’n ez koaze, Annaïg.

LOUIZA

Aman, ’n em c’hichenn. Kontant ’out ?

AR VAMM

Tap eur « fauteuil » d’Anna. Easoc’h e vo evit ’barz ar gador galet-se.

(An diou blac’h yaouank a zav ; unan a dosta ar gador hanvet « fauteuil » gant ar vamm ; eben a grog er vatez hag a zikour anezi d’azean.)

ANNA (boemet).

O trugare, trugare ! Mat oun evelse… (A goste) Petra sinifi kement-man ?

AR VAMM

Dam, Annaïg, te a blij d’in, merc’h kez. Me a gar ac’hanont kement hag unan eus ma merc’hed.

JULIE ha LOUIZA (gant tan)

Ha ma kement pe muioc’h evidoun ma-unan.

ANNA

O… evelkent. (A goste, ’n eur zellet ouz Julie) Nag a chenchamant aboue ar beure-man !

LOUIZA (O tapout eur zervietenn hag o lakat anei en-dro da c’houg Anna).

La… evel-se ! O, pardon ; gloazet em eus ac’hanout gant[1].

ANNA

Nan, nan ; trugare… (a goste) E gwirione, n’ouvean ket petra da zonjal.

AR VAMM (pan eo azezet an holl)

Anna, Kemer soubenn, ma flac’h bihan… A mes gortoz… (Da Julie) Tap ar restad « madère » a zo aze, ma roin eur bannac’h d’ei a-rôk.

(Julie a zav hag a laka ar voutailh war An daol).

AR VAMM

Allo, ro da werenn aman, Annaïg.

ANNA (oc’h astenn he gwerenn)

N’eo ket da vean reüzet, itron… O, traoualc’h, traoualc’h ! Trugare.

AR VAMM

Ba ! Kemer eur bannac’h bihan… (A goste) kemeret he dije ar voutailhad oll, an dra zavet fall… (A vouez uhel) eun tamm soubenn breman. (Diskenn a ra soubenn).

JULIE (leun he genou)

Ha bez dinec’h ; hiviziken e pedan ac’hanout d’en em zonjal evel hon c’hoar.

AR VAMM

Rak, m’oar vat, ne teus ket sonjet kuitaat ac’hanomp ; bean ’teus ?

ANNA

O, nan… Ma ’vefe kont evel-hen bemde…

JULIE

Eo, eo… Mamm a lare d’imp, ar beure-man, he doa c’hoant, pell-zo da zellet ac’hanoc’h evel-hen, nemet c’hoant he doa d’az anaout mat a-rôk.

ANNA (etre diou loaiad)

O, an itron Pismig a anave ac’hanoun pell-zo. Savet oun bet en he c’hichen.

AR VAMM (prim)

Ya, ya. Anna… ha setu perak…

JULIE

N’eus netra goude ar soubenn, mamm ?

AR VAMM

Eo, laouen, kig a zo. Petra ? Ya m’oarvat !

ANNA (o sevel)

Me a ’zo o vont d’hen kerc’hat. ’Meus aon, devet eun tamm.

LOUIZA (o sevel ive hag o kregi e brec’h ar vatez).

Chom aze, Anna… Ne c’houlfen ket evelkent,

JULIE

Mo eo a yey da glask ar plad evit Anna.

LOUIZA

A n’i ket avat ! Me ’m eus goulennet da gentan. (Mont a ra er-maez).


DIVIZ IX


(An hevelep re nemet LOUIZA a zo aet d’ar gegin).


ANNA

O, memes tra dimezelled. n’oun ket evit komprenn.

AR VAMM

Na vez ket souezet, ma merc’hig ; bemde ’vo kont evel-se breman.

ANNA

Bemde… !

JULIE

Ya, bemde… Ni a ray da labour evidout evit ma c’halli mont da vale.

ANNA

O !…


DIVIZ X


(An hevelep re. Louisa).


LOUIZA. (oc’h arruout gant ar c’hig)

Ha me a yey hep mintin da gas da chokola d’it d’az kwele.

AR VAMM

O… ba… an diou-man a gemer ar blijaduriou oll evite, ha, me n’em bo hini ebet ’ta ?… Kemer kig, Anna ; Kemer pez a blij d’it.

ANNA (evel en eun hunvre)

Lezet hardi, itron.

LOUIZA

Servijet anei, mamm. Ar plac’hig kez a zo re abof ; biken na gredo kemer an tamm gwellan.

ANNA (o vousc’hoarzin)

O eo… D’ober ze avat ez oun barrek… (’N em zerviji a ra. E Keit-se, ar vamm a zisken gwin d’ei ha Louiza a droc’h ha bara).

JULIE (a goste)

Sell, an tamm gwellan he deus kemeret, a pez fall ’zo anei ! Ha sellet penôs e tebr !… (A vouez uhel) A, eun dra hon deus c’hoaz da c’houlenn diganit, Anna : pedi ac’hanout da chom hep henvel ac’hanomp nag « itron » na « dimezell » ; ober evel pa vefez eus ar familh.

ANNA (o poz he c’hontel).

O memes tra… Deme… Julie, gwall-chenchamant a gavan ennoc’h abaoue ar beure-man.

JULIE (prim, o tiblas he c’hador)

O ! Ba ! ankoua an dra-ze. Kement-se n’eo nemet eun testeni eus ma c’harante evidout.

ANNA (a goste)

Fe d’an daoula, eun testeni iskiz, avat !

JULIE

Annaïg kez, lez ac’hanoun da rei eur pok d’it.

LOUIZA

Ha me ta !

(Sevel a reont, helebini etrede klask gôut piou a boko da gentan d’Anna).

JULIE

Ma lar, me am bo ar pok kentan.

LOUIZA

A dam, n’az po ket avat, sur end-eün.

JULIE (o voutan he c’hoar).

Gwelet e vo ’ta !

LOUIZA (oc’h ober memes tra).

Ya, gwelet e vo sur !

AR VAMM (O vousc’hoarzin ouz Anna).

Sell, nag a garante !

JULIE (da Louiza)

Pez divalo ’zo ac’hanout !

LOUIZA

’C’hanta, divergondez !

ANNA (ha na oar ouz piou sellet).

O, la…

JULIE (d’he c’hoar).

Petra ? Divergondez d’it-te !

LOUIZA

Ya, d’in-me… ! Kuita, Anna, em bezo ar pok kentan… ?

ANNA (juntet he daouarn).

Ma Doue, dimezell Louisa !

LOUIZA

A evel-se… Mat sur (pokat a ra d’ei)

(Klevet a reer kloc’h an nor o son).

AR VAMM

Arru ’zo tud.

ANNA (oc’h esât sevel)

Mont a ran da zigeri.

HOLL (o kregi enni).

Pas, evelkent, o siouaz !

(Ar vamm a ya da zigeri.)

  1. Ne seblant ket bezañ echu ar frazenn. (Notenn gant Wikimammenn)
(Da heuilh)
KOULMIG ARVOR.