Pajenn:Cadoret - An heritourez, 1912.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed


————


c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h gwisket
evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.


DIVIZ IV


JULIE, LOUIZA.


JULIE (ru evel an tan)

Penn toupi ’zo ac’hanout ! Petra c’hoarve ganez-te ? Me az tesko !

LOUIZA, (o c’hoarzin)

Julie, ma c’hoar gez, chom en peuc’h.

JULIE

Bez neuze ar vadelez d’am lezel.

LOUIZA

Arsa, Julie, te ’zo zod.

JULIE

Ha te zo foll, a gredan.

LOUIZA

Na gomprenez ket ac’hanoun.

JULIE

Na glaskan ket ober end-eün

LOUIZA

Selaou ac’hanoun, pa laran d’it.


DIVIZ V


AR VAMM (o tont er zall)
(An hevelep re, ar vamm)


JULIE (O vont trezek he mamm)

Petra ’zo, mamm ?… O, biken na zonjfac’h.

LOUIZA

Mamm, me ’zo o vont da ziskleria d’ac’h.

JULIE

Serr da c’henou !

LOUIZA

Ya, mar ’me c’hoant.

AR VAMM

Jezus, bugale, c’houi ’zo zot !

JULIE

Ya, sonjet, mamm…

LOUIZA

Mes, silaouet ac’hanoun ’ta !

JULIE

… e oan o c’hourdrouz Anna he deus torret eur plad…

AR VAMM

Eur plad he deus torret !!

JULIE

Ya, eur plad a zaou wenneg ! Hag a doupi-man a lare d’ezi he devoa graet mat sur hag e vije kresket he fae d’ezi abalamour da-ze.

AR VAMM

N’en ket possubl, evelkent !

JULIE

Eo, pa laran d’ac’h.

LOUIZA

Arsa, Julie, lenn al lizer-man, p’eo gwir n’houllez ket ma c’hlevet, hag e komprenni marteze.

JULIE

Petra eo ?

LOUIZA

Lenn hag e weli.

JULIE (a gemer al lizer hag a lenn)

« Mademoiselle, je vous prie…

AR VAMM

A, galleg eo !… Tro anezan e brezoneg, ma komprenin ivez.

JULIE (droug enni)

Ha, ze ’zo kazus ’vat,… mamm ’zo evel-se ordinal. Mez hon deve dirak an dud ! N’oc’h ket evit diski galleg ?

AR VAMM (poaniet)

D’am oad !… Jezuz, merc’h paour.

LOUIZA

Mes lenn eta, pe ro anezan d’in ha me ’ray.

JULIE (gant eur ber hirr)

Dimezell, bet, mar plich, ar vadelez da dremen em bureo. Ezommn am eus da gaozeal ganac’h diwar-benn eun heritach a bevar-ugent mil lur a zo digoueet ganac’h a-beurz eur yontr. … Sinet : Laermone, noter

JULIE (chenchet he dremm)

Han… petra ’zinifi ze ?

AR VAMM

’Gav d’ac’h, e Anna e vefe…

LOUIZA

An heritourez ?… Eo, ma mamm gez, eo, ma c’hoar vihan. Hon matez Anna eo ar vinorez-se. He lizer a zo bet roet d’in dioustu gant ar borzierez. Setu, evel, ma n’eo ket deraat rei eur lizer d’eur vatez hep goût pez ’zo e-barz…

JULIE hag AR VAMM

Evel just, skler eo.

LOUIZA

… am eus digoret anezan, … ha setu ar pez am eus kavet.

JULIE (hunvreüs)

[1]

LOUIZA

Ne raje ket droug d’imp lodenni ganti, kuita ?

AR VAMM

A dra zur, ha setu perak…

LOUIZA

… ez oun krog d’ober lez d’ezi.

AR VAMM

’Vit sonjal…

LOUIZA

Kavout eun dra bennak sur.

JULIE (klemmus)

Ya, pas koll tout da vihana.

AR VAMM

C’houi ’lar a-walc’h, bugale ; ’met hounnez ’zo o vont da foueta kenavo ganimp.

LOUIZA

O, rey ket laouen, foeltr gar d’ei

JULIE

Penaos ’ta c’hoarig ?

LOUIZA

N’eo ket diês he derc’hel. Da gentan, na laret netra d’ei ken n’he devo touet…

JULIE (laouen)

A, kompren a ran. Kompren a ran ! O, ne vo ket diês dont a-benn anezi (O sellet en-dro d’ezi). Me ’zo o vont da gommans.

LOUIZA

Ya, skub ar zall, ha me ’zo o vont da dresan an dôl evit lein.

(Mont a reont pep-hini d’he zu).

AR VAMM

Laouen e vo ha souezet (O renkan an dôl hag ar c’hadoriou) ha neuze n’eo ket re kavout eun tamm poan evit tizout eun tenzor ken bras.

LOUIZA

Ya, sonjet ! Pevar ugent mil lur.

JULIE

Neuze e prenfomp bep a dok neve. Hon re n’int ket bras a-walc’h.

LOUIZA

Ha bep a « vimmi » plu gwenn, evel hini Georgette ar Foll.

AR VAMM

Gwell e vije lakat anê en eun ti bihan war vord ar mor elec’h ma ’c’h ajemp d’an hanv.

JULIE (o tansal gant he skubelenn)

O, pesort sonj dudius !… (O pokat d’he mamm) N’eus nemet « maman » hag a gavfe treou evel-se … Eur « villa » vihan hag a vije hanvet « Kêr-Julie ».

LOUIZA

O, hola ! Ya, pe « Kêr-Louiza »

JULIE

Out adarre !… Te renk bepred dislaret ac’hanoun.

LOUIZA

Ha te ne sonjez nemet ennout.

JULIE

Me eo ar gosan.

LOUIZA (a goste, o renkan plajou)

Ya, ha, dre-ze, ar sotan.

JULIE

Han,… petra larez ?

LOUIZA (o vousc’hoarzin)

Netra.

JULIE

Ar sotan… ?

AR VAMM

Allo peuc’h ! Me eo a hanvo ar ganistell, mes, da gentan, tôlomp pled d’al lapouz.

LOUIZA

Ober ton d’eur vatez a zo stard.

JULIE (o c’hroamolat)

Ya, ha startoc’h eo c’hoaz d’ober he labour.

AR VAMM

Ba ! sonjomp eo d’he zreo a refomp brao ha nan d’ezi.

LOUIZA

Peuc’h… Arru eo.


DIVIZ VI


(An hevelep re, ANNA)


ANNA (o tont er zall)

Poent eo servij merenn ? O, petra ? Laket eo an dôl marteze ?

AR VAMM (gant eur mousc’hoarz)

Na vez ket souezet, Annaig. Sonjet hon eus rei eun tammig skoazell d’it. Ze n’eo netra.

ANNA

O fe vat… Gwell-chans am eus ; n’oun ket kustum ouz an ton-ze.

JULIE

Na lavar ket trugare d’imp, Annaig. Re vat out.

LOUIZA

Digas ar zoubenn, mar deo prest, mar plij. (Anna a ya kuit, ’n eur zevel he diouskoa).


DIVIZ VII


(AR VAMM, JULIE, LOUIZA)


JULIE

Sevel a ra he diouskoa, an drompenn !

LOUIZA

N’ouve ket petra da zonjal.

AR VAMM

Grik… Bezet war evez ; arru eo.

  1. Amañ e seblant mankout ul linenn (Notenn gant Wikimammenn).
(Da heuilh)
KOULMIG ARVOR.