Pajenn:Cadoret - An daou gristen, 1916.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN DAOU GRISTEN


————


Ped ha ped a dôlennou skouerius, dispar ha konfortus en o zristidigez, a dremen bemde ha bemnoz en pep korn eus al linennou tan, ledet evel irvi a varo a-dreuz d’ar broiou en brezel ?

Niver anê a chomo da viken dianav ha kuzet ouzimp. N’o devo talvoudegez nemet dirak lagad Doue, a dreant kouls en diabarz ar c’halonou evel en « trancheou » tenval ha risklus.

Eur skouer bennak, koulskoude, a gavo testeni hag an hekleo anezi a zeuio da zigas d’imp, aman pell diouz an danjer, eun tanva eus an nerz-kalon didrec’h, pe c’hoaz eus an tan sakr a vreudeuriez hag a gengarante a vev betek ar maro e kalonou hon zoudarded. An tan-ze a lak anê da zeveni kenkoulz gourc’hemenn ar Mestr : « En em garet an eil egile… pardonet d’hoc’h enebourien. »

An istor truezuz-man a zastumis, n’eus ket pell, en eur paper bennak.

Serr-noz a dostae. An heol, en eur ziskenn en dremwel a dôle war an dachen-vrezel sell melkonius e vannou hir. Ar c’hrog a oa bet lemm. Asailh an enebour a oa dizarbennet hag, evit eur pennad, en em zalc’he sioul. Ar ganoliadeg a gendalc’he koulskoude, spontus eus an daou du, hag an « obuzou » marvel a strake gant kounnar a-us d’al linennou dispennet. Dre ar roudennou distro ar c’hravazaterien a zifluke, en em groazie, hastus hag eveziek, o pleal a galon ouz o micher a vadelez. Digar e oa bet reuz an Ankou ; bras e oa ive niver ar re c’hloaziet. A bep tu klemm, gwad ha safar !

En eun toull distro, pellik eun tamm diouz ar re-all, daou baour kêz toc’hor a zo gourvezet. An hini tostan a zoug gwiskamant hon zoudarded. War e zremm yaouank-flamm, eun dremm a vugel, dislivet gant ar boan, e tremen, gwej ha gwej, eur skeuden a varo, hag eur glemmaden a goue dinerz eus e ziweuz.

Egile a zo eun Alaman. Ne ra finvaden ebet. E alanadou berr hepken a ziskoue n’eo ket maro. Yaouank ive he leun a nerz eur pennadig a-raok, ar vuhe a ginnige d’ezan evel d’e enebour bleuniou flouran hec’h evurusted ha setu int o-daou diskaret kichen-ouz-kichen, gloazet grevus, dinerz ha dilezet.

Ar maro a zeu a lammou bras ha graet en devo e reuz, moarvat, a-benn ma tigouezo gante sikour ebet.

Souden, soudard ar Frans a esa sevel ; e zorn a glask en e « gapoten » eur grusifi vihan, eur groazig arc’hantet, releg a fe hag a garante, roet d’ezan marteze o kuitaat gant eur vamm pe eur c’hoar c’hlac’haret. Envoriou tener he poanius a zigas d’ezan, hep mar, rak daerou dru a ziskenn breman goustadik gant e zioujod.

Kas a ra anezi gant doujans betek e vuzellou hag, a-benn eur pennadig, setu hen o kregi a vouez uhel da lavaret peden garet ar Werc’hez : « Ave Maria, gratia plena… »

D’ar vouez ha d’ar beden-ze an Alaman a zeblant dihuni : digeri a ra e zaoulagad hag, o trei sioulik e benn, e tôl war e enebour eur zell hir, hep kounnar…, kazi karantezus, ha kenkent e vouez dinerz a respont : « Sancta Maria, mater Dei… »

Egile souezet en em dro ive da zelaou. O sellou en em groaz…, o c’halonou en em gompren. Nan int mui enebourien. Dirag ar maro en em zellont hepken evel daou gristen, daou gatolig, d’eze, en Nenv, ar memes Mamm, ha pere, goude bezan graet dispont o dever a vroadelerien, a c’hoanta mont dirag o Barner gant ar memes menoziou a fe evit kaout digantan ar memes digemer.

Bugel Bro-C’hall, en eur boulsaden a garante gristen, a ginnig d’e enebour gwall-eürus ar grusifi ruziet breman gant e wad. Heman a bok d’ezi gant fe, hag o daou e chomont dilavar eur pennad.

Met an nerz a dec’h. An dermen a dosta. Hon c’henvroad, oc’h asten e zorn, a lavaras neuze : « Breudeur en Jezuz-Krist, goude bezan servijet hon broiou gant lealded, deomp dirag Doue… »

Ar maro a droc’has e gomz, hag an Alaman, o kregi e dorn yen ar Fransiad, hag o sevel d’an nenv e zaoulagad maro, a echuas : « Mignoned. »

An heol, o risklan dindan an izelan koumoulen, a chachas gantan e vannou a vuhe, ha moren ar zerr-noz a c’holoas prestik, evel eul linsel-ganv, korfou sklaset an daou verzer. Met o ene a oa nijet a-gevret da Vro beurbadus ar Peuc’h hag ar Pardon.


Koulmig Arvor.