Pajenn:Cadic J.-M. - Buhe burhuduz Sant Julian - RBV,1898 (T2).djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
LÉGENDE DE SAINT JULIEN



IV

Arriw get Julian er Golér
Hag en davéas bean d’er gér,
D’er gér en dès ean davéet,
En ur hoal gonz ag é brièd

— « Julian Julian kei bean d’er gér,
« É ma ha voéz é hoal hobér ;
« É ma ha voéz ér gambr d’el hlué.
« T’hi havou hoah én hé gulé.

Julian e ias a bréz d’er gér,
Avel un dén én dézespoér,
Ha doh en ti pé arriùas
Tri zaul ar en nor ean e skoas.

Tri zaul ar en nor ean e skoé.
Ha dén doh t’on ne reskondé ;
Én ur skoein kriwoh ar nehi,
Ean hi zaulas é kreiz en ti.

Én ti a p’en dè antréet
D’er gambr d’er hlué en dès krapet,
Ha d’é hulé e regarhas,
É dad hag é vam e lahas.

A p’en doé groeit en torfèd-zé,
Kentéh d’er hias é tichenné,
Kentéh d’er hias ma dichennet
Hag é brièd en dès kavet.
 
Ean e gav é brièd Suzen
Ë arriw ag en overen :
Hi e zou koutant ha joeius,
Ha hi e seblant bout eurus.