Pajenn:Cadic J.-M. - Buhe burhuduz Sant Julian - RBV,1898 (T2).djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
LÉGENDE DE SAINT JULIEN



— « Julian, Julian lar té d’ein-mé,
« Perag en em héliès-té ?
« Perag en em héliès té ?
« Meit én espér a mem buhé.

— « Salv, o kroéz, karwig, ne hran ket :
« M’hou kav ul lon braù dré er bed,
« M’hou kav ul lon braù dré er bed,
« Hag hou kuittat ne hellan ket.

— « Mar hum havès ul lon d’ha hrad,
« Me larou d’id t’avantur vad,
« Me larou d’id t’avantur vad :
« Te lahou ha vam hag ha dad.

— « Salv o kroéz, karwig, n’er groein ket,
« Kuittat e hrein kéntoh er bed,
« Kuittat e hrein bro ha kanton,
« Kéntoh eit kouéh én okazion.

— « Kuitta er bed tré ma karei,
« En okazion té a gavei,
« En okazion té a gavei,
« Ha vam hag ha dad e lahei.

II

Julian kentéh hum lak én hent
Hemb laret nitra d’é gérent,
D’é vam, d’é dad na d’é iondred
Ker bihan meit d’é vorèbet.

A zoh è vro pêl mat é has,
Én ur houh porh é arriùas,
Én ur houh porh é arriùas,
Devout servitour hum lakas.