Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
buhez santez nonn.

en enes clos hanuet rosina
breman gat ioa na esmayt
pan edouch certen en enes
doe ra roy deoch ioa paradoes
adieu expres ny hoz les cuit

patricius.

Doe ra roy deoch scler cals merit
da monet dan bro ha profit
ha cals gonit euidant
ny a pedo doe guir roe ster
maz vihet flam e pep amser
adieu ma tut quer reuerant

nonita vovendo.

Ach autrou doe se guir roe bet
receff ma requet en bet man
ma mir e pep lech oz pechet
e gracc meurbet an speret glan
En bet ne deux quet nemet poan
pan vezer aman ganet
ha cals a souzan hac a nech
allas dre an bech a pechet
Dre cals azrec me az requet
ez vezo cleuet ma peden
mar be profit na merit glan
ez ahen breman ahanen
me so inspiret meurbet ten