Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/147

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
buhez santez nonn.

monet tu arall ne gallaff

tyrannus.

En placen man me ehano
ha quen dignir me he miro
nep en tremeno me so sur
mar tremen aman leanes
me a gray noas mar bez brases
me gray dezy spes opressur.

nonita.

Vahunt tut cruel a guelaf
na monet scaff ne gallaf quet
ret eo guenell pe menell sur
ma guir croeadur assuret
Rac an rehont ezoff spontet
aman ezeo ret arretaff
comancc a groa stanq ma anquen
an guentl yen so oz ma benaff
Me pet guir roe sent da quentaff
dam frealsaf ne gallaf muy
ma groa preseruet hep quet mar
guerchez clouar hegar mari

tyrannus.

Gant curunou so dezrouet
foultr hac auel ha crueldet
ezeo ret techet an pret man
gant an quaserch so ha glan yen