Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
buhez santez nonn.
Legenda.

Adieu tut mat a pep statur
me hoz laes breman didan cur
an guir croeadur so furmet
aman nep ten ne chomen muy
Joa ha peuch a pedaf deoch huy
an heny so sanctifiet
Hoz recomandaf a graff net
dan mab man pan vezo ganet
ha da roe bet hep arretaff
so instituet credet glan
doz quelen en enesen man
me ya breman hep ehanaff

nonita.

Jesus hegar hoz trugarez
Lamet eo an mez an guez man
dre gracc roen sent e hep quentel
pan eo santel ma buguel glan
Mir oz sourcy ma mab bihan
pan dui aman da bout ganet
maz viziff cuit me Nonita
guerches Maria me az pet

rector mirando.

Setu breman a gouez an bet
gant an den santel reuelet
ha proficiet credet sur