Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
buhez santez nonn.

da mab glan pan vezo ganet
so aeurus ha diuset
da renaff net e bro bretonet.

gildas ad Plebem.

Huy oz oa goulennet apret don
an ampeig hep mar am sarmon
setu reson han guirionez
an merch man ha hy leanes
a royf mab bihan voar an maes
an test expres en em descuez
Setu an reson autrounez
muy eguidoff a pep rouez
vezo an buhez anezaff
rac se quelen ne gallen quet
en e presant dre nep andret
rac se ezoa ret arretaff.
A gracc a gallout hap douetaf
hac an guir ordren da renaff
so roet dezaf an quentaf pret
gant doe roet dre contredy
ha priuilaig ha monarchy
e bretoneri raliet
Dan mab maz voe diouganet
dre gracc diuin predistinet
quent comancc an bet credet sur
e nation an bretonet
dat caffout stat an preladet
prellat meurber da compret cur