Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30

E cometfe eur c’hrim dirac ho Majeste,
An neb a ziferfe da rêi dêc’h asistanç
Da zont d’en em expos evit tenna venjanç
Demeus an Duc Beuvet, assassin ho mab qèr.
Rac-se e lavaràn, hep bea tam flater,
Penos sur e verit ar suffisant Beuvet
Bea memesamant beo-buec difframmet,
Ha laqet e guæriou en tân hac en ludu,
Evit e recompanç demeus eur c’hrim qèr du ;
E veubl hac e immeubl confisqét d’ar Roue,
Hac e oll zouarou interdisset neuze.
Me a ra offr ive da ober va dever,
D’ho sicour da bunis Beuvet, infam muntrer.

Ar Roue.

Princet hac Autrone, me ho trugareca.
Bezit sur ho comzou a ra din calz a joa ;
Rac-se ta, sortiomp, ha beomp preparet
Da gaout rêson varc’hoas eus an trubard Beuvet.
Me en tou dre va sceptr, va c’hurunen a Franç,
Ma na vo izellêt deàn e arroganç.

————

Novet Dialog.

Beuvet hac e suit.

Beuvet.

Daouest da oll gourdrous ar Roue eus a Franç,
Me meus disqet d’e vab bremàn e gontenanç.
Terrupl e voant trompet, coulz ar mab hac an tad,
Sònjal dre gourdrouzou donet d’am dominat,
Rac me a dou certen, pa zòn peur-revoltet,
Ne roàn câz ebet a guement zo er bed.
Penos ? ha possubl ve e ven-me bet qer lach
Da zouffr laza va zud dirazòn ? O arrach !
Ne dalfe qet e nac’h ; c’hoas e zòn regretant