Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/389

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
379

Qemerit va Boyard, ô Sir ! mar pljj ganêc’h,

Charlamagn.

Qemerit-àn, Roland va niz, m’er gommand dêc’h.

Roland.

Ia, Sir, me zento ouz ho commandamant.

Renod.

Dalit eta va marc’h, den jenerus Roland.
Pa meus-me qimiadet digant an Ampereur,
E qemeràn cònje diganec’h, va breudeur.
Adieu, va breur Richard ; adieu, va breur Guichard ;
Adieu pareillamant, va breur yaouanc Alard.

An tri Vreur.

Adieu, va breur Renod, vaillant ha redoutet ;
Ni esper ho quëlet o tistrei en yec’het.

Renod a barti evit Jerusalem.


Charlamagn.

Roit din hoc’h avis, Autrone ta bremâ,
En pe guis e rin-me da Voyard perissa.

Roland.

Pec’het ve, va eont dont bremàn d’e laza ;
Me ho ped, espernit al loen qèz-ze bremâ.

Charlamagn.

Ret e vo e deuler ebars rivier ar Boug,
Staga eur men melin ebars qerc’hen e c’houg,
Ma rànco sur beuzi, pe eva anei tout ;
Mes biqen, men assur, ne yêlo en e rout.

Roland.

Ia, Sir, me zo prest pa guerfoc’h d’ober ze ;
Va brassa dezir ê plijout d’ho Majeste.

Charlamagn.

Grit se ta, va niz qer, ma zayomp var hor his
Buanna ma elfomp adare da Baris.


Fin eus ar C’hoec’hvet Act.