Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/386

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376


————

No-ha-trêgontvet Dialog.

Renod hac e suit.

Renod, guisqet en Pelerin, a gomz ouz e Bried hac e Vugale.

Clêvit-ta, va fried ha va bugale guèz :
Emàn zo dêc’h eun de eus a dristidiguez,
Hac evidòn eun de eus a rejouissanç :
Me ya da ober peoc’h gant ar Roue a Franç.

Clera.

Autrou Doue, Renod, petra eta zo c’hoas ?
Me gav ennoc’h hirio eur chenchamant goal vras ;
Perac ne wisqit qet ho habit caer ducal,
Pa rit gant Charlamagn eun accord general ?
Noc’h eus qet meritet ar maro, a gred din,
Ma ê ret dêc’h douguen dillat eur pelerin !

Renod.

Itron nobl ha güirion, m’ho ped, n’em gonsolet ;
Ret ê accomplissa ar pez zo lavaret
Var sujet an accord entre ’r Roue ha me ;
Poent ê en em amant demeus va goal vue.
Ebars ar brezel-màn me ho lèz da gompren
Ez eus grêt rivierou a voad a gristenien ;
Grêt qen ru ha scarlec ar yêod glas gant ar goad :
Allas ! va fried qêz, en ze òn coupabl mad ;
Hac e meus promettet pell a zo d’ar Roue,
Ma carje ober peoc’h gant va breudeur ha me,
Mont en pelerinach gant contantamant vras,
Dilouer ha divoutou da visita ar plaç
Ma souffras ar maro hor Zalver biniguet,
Da c’houlen qent mervel güir pardon d’am pec’het.

Emonet.

Allas ! va zadic qèz, oumàn ar galonad !
Crena ra va memprou, bervi a ra va goad
Pa rànqit evit peoc’h ouzomp n’em separi,
Ar pez zo cruella, dont d’hon abandoni !