Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25

Ne meus respont ebet digant an Duc Beuvet !
Rac-se me a zònj din, pa na zistro d’ar guêr
Qen nebeut Gidelon evel va mab Lohier...
Mes cetu Gidelon... Petra zo a neve ?...

Gidelon.

Nevezenti avoalc’h a zo sur, va Roue.

Ar Roue.

Güelet oc’h eus Lohier e tistrei var e c’his ?

Gidelon.

Ia sur, va Roue, en eur fêçon esqis.
Oh ! perac n’òn-me mud ! ne ven qet oblijet
Da zisclêria dêc’h, Sir, an horrupla torfet.
Dispansit ac’hanòn da gomz, ô va Roue !
Ranna rêi ho calon o c’hout ar virione.

Ar Roue.

Lavarit din buan ar pez zo êruet.

Gidelon.

Massacret ê ho mab gant ar muntrer Beuvet ;
Hac ar rest eus ho tud, hepqen nemet pêvar,
Zo êru da Baris gant hirvoud ha glac’har ;
Hac emedi gante corf ho mab qer Lohiet :
Cetu va c’hevredi ebars en langach bêr.

Ar Roue a goe semplet en eur fauteil.


Oger-Danoa.

Apezit ho canvou, va Roue, m’ho suppli :
Pouvoar avoalc’h oc’h eus da zont d’en em venji
Deus an infam Beuvet a varo ho mab qer...
Mes, cetu e gorf paour oc’h êruout er guêr.

————


Eizvet Dialog.

An Ambassadourien a antre gant ar c’horf maro.

An tri Ecuier.

Oh ! beach disfortun ha carguet a valeur !
Perac n’omp qet maro ive, va Ampereur,