Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/34

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24


————


Seizvet Dialog.

Ar Roue hac e suit ; Emon hac e bêvar Mab,
pere a zoug peb a Groas en o c’herc’hen.

Ar Roue.

Va ententit, Renod, Alard, Guichard, Richard,
Eun dra a lavarin, hep bea tam couard,
Penos aboe ma zòn Roue ebars en Franç,
Ne meus qet bet qement a joa en assuranç
O rei da zen an urz demeus a Chevalier,
Evel eus e rei dêc’h, va fêvar mignon qer ;
Rac c’houi a zouteno gant enor ha courach
Evel pêvar biller, ar fe er gristeniach.
Rac-se, me ho suppli, Emon, va mignon qer,
Ho pet eus ho mibien eur soign particulier,
Dreist peb tra a Renod, rac dêc’h me a lavar,
Biscoas nac Alexand, na Pompe, na Cesar
N’o deveus bet qement a jenerosite
Evel en deveus Renod, m’en tou, fe a Roue.

Emon.

O Ampereur güirion var ar Romanistet !
Roue ebars en Franç, gant justiç curunet !
Ni ho trugareca, va bugale ha me,
Demeus an enor bras oc’h eus grêt demp hirie.

Renod.

Ni ho trugareca, ô puissant Ampereur !
Da vea accordet demp-ni qer bras faveur,
Dreist oll da vea gret ganêc’h Chevalierien.
Rac-se ni bromet dêc’h assur da virviqen
Da exposi atao hor c’horf hac hor bue,
Evit renta servich bepret d’ho Majeste.

Ar Roue d’e suit.

A-propos, Autrone, estranj bras ê güelet