Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294


Salomon.

Ampereur Charlamagn, me rêyo ze hep nec’h,
Gant ma refot eun dra hac a lavarin dêc’h :
Me a yêl da grouga Richard da Vont-Focon,
Moyenant ma teufot ganén da gompagnon ;
Ha mar fell da Renod ha d’e guender Mogi
En lemel diganén, c’houi deuy d’am secondi.
Ma ne rit qementse, me lavar hep caqet
Ne grouguin qet Richard, p’am be oll var ar bed.

Charlamagn.

It d’ar groug, canailles, pa ne zentit ouzin,
O clêvet ho comzou counnari a fell din.
Me ho ped, Duc a Nêm, consolit ac’hanòn :
Ma ne zentit ouzin, ez ê grêt diouzòn.

Ar Roue, Nêm hac ar Pajet a zorti.


Olier.

Oh ! fachêt ê Charles ar vech-màn, Autrone ;
Biscoas n’em boa ’r güelet qer farouch ha ma ê.

Richard a Normandi.

Güelet a rit bremàn, balamour dêc’h, Richard,
Ez eus entre ’r Roue hac e dud debat stard.
Ma ne allomp ober dêc’h recour ho pue,
Ne vo qet eus hor fot, güelet mat a rit se.

Richard.

Me ho ped, Autrone, n’en em dourmantit qet ;
Ha pa ven-me casset evit bea crouguet,
Ha me pignet er sqeul, em bô an esperanç
Evit qementse oll n’em bezo nep offanç.
Me meus goelet Mogis em c’hichen er guentaou,
A voa sur deut da c’hout penos e voa an traou,
Hac e meus ar greden ne vin qet ancouet
Gant va breur qer Renod na gant e vignonet.

Oger.

Nebon gant qementse me zo rejouisset ;
Deut eta d’ar prison, n’ho pe qet a vorc’het.
P’en deus clêvet Mogis penos e ma an dro,