Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
293

Eur vech all, m’oc’h assur, me ray ho polonte.

Charlamagn.

Accuset oc’h, Oger, ebars en Vocouleur,
Da vea espernet Renod hac e vreudeur ;
Rac-se mar oc’h eus c’hoant da vea va mignon,
It ractal da grouga Richard, mab da Emon.

Oger.

Ha c’houi zonch òn qer sot, lavarit din, Charles,
E crougfen-me Richard, zo va c’hender-gompes !
N’en dòn qet êru c’hoas a gred din er poent-se.
Rac-se e lavaràn franchamant, Autrone :
Nep a vo qen hardi da essât e grouga,
M’em bo sur e vue, pa dlefen perissa.

Charlamagn.

Crouguet vo gouscoude, en dispit sur d’ho fri.

Oger.

Anfin, ni a velo piou a vo qen hardi.

Charlamagn.

M’ho ped, va niz Roland, c’houi zo den a galon,
Hac a zo adversour da vugale Emon,
Crouguit prim em reqet Richard an insolant,
Ha m’embanno dre oll ez oc’h eun den vaillant.

Roland.

Ne grougfen qet Richard evit netra er bed,
Rac me a meus deàn tout expres prometet,
P’en d’oa en em rentet, en dije e vue.
Rac-se, me ho suppli, va Eont, va Roue,
Ne rit qet din-me dont da fossi va sermant :
List Richard en bue, me ho ped humblamant,

Charlamagn.

Ra viot milliguet, gloutonet didalve,
Pa ne fell qet dêc’h-u ober va bolonte !
Salomon, c’houi zo din bepret eun den fidel
Hac a zalc’h dindannòn ar vrô a Vreiz-Izel :
It da grouga Richard var refus ar re-mâ,
Hac e vezot pelloc’h exant d’am zervicha.