Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264

Ma vo mibien Emon en danjer a varo,
Me deuyo d’o zicour, comzet nep a garo.
Ia, flatter Roland, pa gomzit qen apart,
Ma n’em gafe ganêc’h Renod var guein Boyard,
Dindan boan va bue ma n’o c’heuillo qen ten,
M’ho po c’hoant da guenta da güittât an dachen.

Roland.

Betec an heur bresant ne meus qet cavet c’hoas
Chevalier a guement a drofen eus e faç ;
Ne meus qet a greden evit un den hepqen
E prisfen da guenta qüittât eus an dachen.
Torrêt ê gant Oger va diouscouarn bemde
Gant ar meuleudiou demeus ar Renod-se ;
Ia, me a garfe, gant joa el lavaràn,
En em gafen en plaç d’en em approuv outàn :
Me ziscarfe ouz traôn deàn prest e vanier,
Daoust d’an oll marvaillou a lavarit, Oger.

Richard a Normandi.

Me ho ped, Autrone, appezit ho tebat :
Assurit, va Roue, n’en dê qet eun dra vad
Souffri ho niz Roland da vafoui Oger,
Rac n’en dê qet coupapl er pez m’en tamaller ;
Oger zo den vaillant, me a doufe dêc’h se ;
Grêt en deus e zever ha ni hon eus ive.
Penevert respeti, Sir, amàn ho presanç,
Me voerzfe da Roland buan e arroganç.

Charlamagn.

Hola ! tavit var ze, me ho ped, va niz qer ;
Ret ê en em inform eus a veach Oger.
Mar en deus espernet ar pêvar mab Emon,
Me rai e bunissa hep nep remission.
Mes evit qementse ez òn calz glac’haret
En defot en em venj eus va enemiet ;
Eus an traitour Yon, certen ar fals Roue,
N’en dê qet bet ive fidel d’e bromesse.