Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/217

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207


Mogis.

N’en dê qet mud, Autrou, mes dêc’h me lavaro
N’en dê qet comprenet nemet gant tud e vrô.

Richard a Normandi.

Clêvit ta, camarad, ho marc’h caer ha goen :
Mar carit e voerza, me er preno certen.

Renod.

Me je va da Baris ha ma chival ha moa,
Pour gonit, mon l’ami, la curunen du Roa.

Nêm.

Pelêc’h oud bet er scôl, lavar, cos lorennec,
Na ouzout na gallec nac ive brezonec ?

Mogis.

Excuzit aneàn, Autrou, mar plij ganêc’h,
Va mab a zo yaouanq, n’en dê bet e nep lec’h ;
N’en deus qet disqet c’hoas ober a gomplimant,
Hoguen gant an amzer e comzo ouzoc’h coant.

Richard a Normandi.

Deut eta da Baris, ha ni yel assambles.

Mogis.

Demp eta, Autrone, pa ê ho madelez.

————


Pemzecvet Dialog.

Charlamagn a antre gant e suit, hac a lavar :

Eh bien, Autrone, ha c’houi oc’h eus güelet
Den e tont da Baris deus hon enemiet ?

Richard a Normandi.

N’hon deus güelet hini ebars en güirione,
Nemet daou estranjour a zo deut da vale,
Hac omp deut dre an hent, ma lavarent ive
E teuent da Baris vit ar solanite.

Charlamagn.

Grêt e meus, Autrone, expos va c’hurunen ;