Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174


Godefroa.

Ia sur, Autrone ; e màn en conferanç
Balamour d’eun affer demeus a importanç.
Ho pet paciantet... m’er c’hlêo o sortia,
Ha mar ho pe dezir, c’houi allo comz ountâ.

Yon a antre. Renod a zisqen divar Boyard
evit saludi ar Roue.


Renod.

Salud, Roue Yon, Monarq bras redoutet,
Ni a zo deut d’ho prô tout expres d’ho cavet,
Ar pez, me a gred din, ne gavoc’h qet esqis.
Ni offr dêc’h hon servich, mar dê deus hoc’h avis ;
Ha va breudeur ha me ha va oll zoudardet,
A zo en ho servich, ô Sir ! pa zezirfet,
Gant ar gondition ne c’houlennomp netra ;
Ni neus arc’hant hac aour evit oll o fêa :
Ni ne c’houlennomp mann, credit, Roue Yon,
Nemet bea bepret en ho protection,
Hac e prometoc’h demp evel Prinç souveren,
E teufoc’h d’hor zouten eus hon adversourien.

Yon.

Deuet mat ra viot er vrô-màn, Autrone ;
Me a gred ez oc’h bet inspiret gant Doue
Da zonet d’hor zicour eus ar Sarazinet,
O deveus ar vrô-màn en antier revinet ;
Hoguen, mar plij ganêc’h, lavarit din bremâ
Piou oc’h nac a belêc’h ez oc’h deut d’ar vrô-mâ.

Renod.

Mar plij ganêc’h-u, Sir, presta din odianç,
Me a lavaro dêc’h hor fortun hac hor chanç :
Ni a zo hor pêvar mibien d’an Duc Emon,
Hac emàn zo Mogis, mab an Duc Egremon ;
Hac ar re-all anfin zo hon Ecuierien,
A zo eo hon reqet deut ganemp da bourmen.
Ar Roue Charlamagn en deus hor banisset,