Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/182

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172


An Duqes.

Adieu, va bugale, gant calz a huanad ;
Birviqen a meus aon n’ho qüel va daoulagad.
Petra dal din bea bet maguet bugale,
Allas ! pa ne allont chom er guêr ganén-me ?

Guichard.

Bremàn, va breudeur qer, ma ve êru Mogi,
Ec’h alfemp adare monet da bourmeni...
Mes me er güel o tont d’ar c’houlz ha d’an amzer
Ma comzemp aneàn ; assur ê diviner.

Mogis a antre gant e ecuier, Fosson ha Regnier, hac a lavar :

Bonjour, va c’hendervi ; terrubl ar chanchamant
Abaoue m’ho qüelis evit certenamant.
Pa voamp-ni en Arden, me en assur avoalc’h,
E voa ar baourente gourveet var hor yalc’h.
Daou Ecuier a meus digacet ganén-me,
Ia, daou zen vaillant, mar deus en nep contre.

Renod.

Arça eta, Mogis, pa omp en em gavet,
Ebars en bêr gomzou m’ho ped deliberet
En pe brô e yefomp da exerç hon armou,
Rac savet eus courach ebars hor c’halonou.

En em saludi a reont.


Fosson.

Salud, Chevalierien vaillant ha redoutet,
Ni zo deut gant hor mestr assambles d’ho cavet,
Evit dont d’ho sicour a galon vat ha pront :
Ni a voa tud-jentil gant an Duc Egremont.

Regnier.

Ia, p’hon eus clêvet gant ho qender Mogi
Comz eus ho vaillantis, ez omp deut qen hardi
Gant eur gourach ardant, hep ober couardis,
Da offr dêc’h hor servich. Lavarit hoc’h avis.

Mogis.

Demp buan d’ar Gascogn betec ar Roue Yon,