Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171

Oc’h rentet en heur vad, a drugare Doue ;
Chenchamant zo ennoc’h ebars en bêr amzer :
Ma pliche gant Jesus ec’h alfac’h chom er guêr !

Renod.

Me a garfe evit eur pintad deus va goad,
E ve permetet demp chom er guêr gant hon tad,
Ha chom pareillamant ganêc’h-u, va mam guèr.
Mes pa ê ar fortun enep demp qer ponner,
Preparomp, va breudeur, mont adare en hent
Da glasq hon avantur en han’ Roue ar Zent.

Ar Secretour.

Gant ho permission, va Mestrez, va Itron,
E lavarin eun dra zo em ompinion :
Bea a meus dezir, mar be dêc’h agreab,
Ha gant permission ive ho pêvar mab,
Mont gante dre ar vrô da ober eur bale ;
Contant e ven meurbet da vonet d’an arme.
Renod hac e vreudeur a zo qer generus,
Mac’h alfen mont gante m’en em gafe eürus.
Acceptit va goulen, peguement ê hardis ;
Ne deuin birviqen da ober couardis.
M’exposo evite va c’horf ha va bue,
Evit rêi dê sicour en o necessite.

An Duqes.

Mar oc’h eus bolonte da vont gant va mibien,
Assur, va mignon qèr, noc’h ampechin biqen.

Alard.

Ha ni a zo ive contant bras d’e gavet :
Ezom hor ho aleiz demeus a dud armet.

Renod.

Arça-ta, hor mam guèz, ni a ya d’ho qüittât ;
Ni ho trugareca demeus a galon vat
Demeus ar vadelez oc’h eus evidomp bet :
Pa sònjoc’h nebeuta ni deuy c’hoas d’ho qüelet.