Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163

Hac e voc’h mignon bras neuze d’an Ampereur :
Grêt oc’h eus peoc’h gantàn evit clasq hor maleur.

Emon.

Ho comzou insolant a deu re d’am choqi :
It qüit dirac va faç, hep pelloc’h arrêti.

Alard.

Pa noc’h eus qet a c’hoant d’hor lezel en ho tî,
Da viana roit eun dra d’hor zoulaji,
Ha ni a bromet dêc’h ha va breudeur ha me,
E yimp sur gant hon hent varc’hoas eus ar beure.

Emon.

Adieu ta, laoueyen, coll a rit ar rêson ;
Me zo re gôs bremàn da ober trahison :
Pa meus renoncet dêc’h en presanç ar Roue,
Birviqen, grêt an tol, n’ho po mann ganén-me.

Renod.

Qen a vo da viqen. Certen, ne zònjen qet
E vijec’h qer cruel, va zad, en hon andret ;
Mes bremàn gouscoude e velan sclêr ervat
Penos e veritit hano a dad ingrat.
Me a zònje gant joa, ha va breudeur ha me,
Pa vijemp en ho tî, e voamp en surete,
E teujec’h d’hon receo dre garante a dad,
Hac hor chasseit, ni atao bugale vad !
Ha rac m’hon eus venjet maro Beuvet, ho preur,
Oc’h eus qer bras dezir da enclasq hor maleur !
Sònjit ervat, va zad, n’en domp qet tud poeltron,
Hoguen Chevalierien pere o deus calon,
Hac e fell demp souten interest hon ligne.
Hoguen mar dê ret demp mervel en paourente,
Sortiomp, va breudeur, ha demp da dal ar porz,
Hac eno gant famin ni deuy da grial fors
Var eun tâd dinatur, vil esclav d’eur Roue,
A lèz mervel gant naon amàn e vugale.