Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6

A voa bet deputet da vonet e bete,
Da soumetti aneàn da zont d’e servichi,
Dre m’oa dindan e urz, vel e oll sujedi.
Mes güelit, Bretonet, güelit e insolanç,
Penos e voe trêtet gant pep seurt violanç :
Me ho lèz da zònjal crueldet tud hep feiz,
Laza tud ar Roue, ha ne voant nemet seiz ?
Hac evit insulti davantach ar re-ze,
E rent corf Lohier guèz er guis-se d’ar Roue !

Impossubl e ve din disclêry gant güirione
Ar hànvou truezus a eure ar Roue,
O velet e Vab qèz evelse massacret,
Hac e crial venjanç demeus eur seurt torfet !

An Duc a Egremont, insolant ha hardi,
A ras pront e zepech vit en em brepari
Da receo an attaq eus ar Roue a Franç,
P’ini voa den vaillant ha carguet a buissanç.

An Histor zo tragic, compagnunez fidel,
Ar sujet aneàn n’en d’ê nemet brezel,
Hac eur pez dies bras da c’hoari hep manqi ;
Rac-se, compagnunez, humblamant m’ho suppli,
Hac e velfec’h eure ac’hanomp o fazia,
O ped ar vadelez da zont d’en escuza.

Me ho suppli bremàn da zerc’hel ar silanç,
Me ya da laqat urz ma teuyont da gommanç.


————