Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139


Hernier.

Va-unan òn coupabl, ne vlamàn den abet,
Rac me ê an auteur en deveus conspiret ;
Prometet e meus bet en presanç ar Roue
En ho rentjen deàn en faveur eun Duche ;
Rac-se, va funissit evel ma ê rêson :
M’en em anzav coupabl demeus an drahison.

Mogis.

Grifon a lavare e ranqje va c’hrouga ;
Me ra offr da ober deàn ar memes tra.

Renod.

Me ho ped humblamant, Autrou ar c’homt Samson,
Pa oc’h eun den prudant ha carguet a rêson,
Da brononç an arrêt ebars en langach bêr,
A enep an daou-màn, ma vo grêt o affer.

Samson.

Pa bedit ac’hanòn, m’en em garg eus a ze ;
Me rento o arrêt hep nemeur a zale.
Grifon de Hotefeill a dle bea crouguet
En eur plaç ma c’hallo ar Roue e velet ;
Ma lavaro Charles hac an Tadou a Franç
En deus ruban canab evit e recompanç.
Hernier a verit c’hoas brassoc’h punition,
Dre ma ê an auteur demeus an drahison ;
Ne alfe qet ar groug e bunissa avoalc’h :
Ret vo en difframma en beo gant pêvar marc’h,
Hac e lêzel neuze d’ar chaç evit partach,
Abalamour ma ê eun traitour hac eul lach.
Cetu en bêr gomzou prononcet an arrêt :
Grit bremàn pa guerot ma vo executet.

Richard.

Preparomp ar c’hezec bremàn, va breudeur qer,
Ma vo laqet Hernier entre pêvar gartier ;
Ha goude qementse e vo crouguet Grifon