Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Zerubin

Chetu aman, Sept, ar plas ma voe crouet
Guesal o tat Adam gant créateur ar bed,
Goude se voe tennet eur gosten dean
Da formin e briet aman Eva………
Aman evoen crouet en pep sort dilliso.
Ne voant quet dar houls se juget sur dar maro ;
Panevert ma pechont dre o fragilite
O tont da dransgressin gourhemenno Doue.

(Hist. du théâtre celt., p. 275-276.)


Zerubin parle

Hennes a represant, ma mignon, ar portret
An ninni a gle dont da rediman ar bed ;
Hennes eo an eil Adam ac a vo causion
Evit quement peher a vo………,
An ninin pehinin certen a digoro
Perger ar barados da guement den en pedo,
Al lacay eur chaden voar gorf an drouc speret,
Mar fel dean muy tentin e vignonnet.
Dallet, chetu ase me re dach teer sclusen
Demeus a un aval deus ar menmeus goeen.
A reman a lequet, pa vo maro o tat,
Unan en e henno, diou enn e saoulagat.
Demeus a re se e safo teer goeen
Ac a vo proffitabe evit ar beherien.
Ar goe se a savo ac a veso hanvoet
Sedres a Sifres ac un al ollivet,
A veso necesser nun unan da gafet
Da douguen map doue da bean ar pehet.

(Hist. du théâtre celt., p. 276.)


La première personne noyée parle

Fors ! Pellech ehime ? Conqueret eo ar bed
Partout gant an dour bras. Ne on pellach monet.
Goellet a meus deia tut o font gant an dour.
Non petra a rain evit enem sicour.
Pa ne meus gallet quent enem souvetein
Eo ret chom en dour bras, sivoas din ! da veuin.