3
|
Oh ! deuit ganen, va dous Annaïg,
Er c’hoâjou d’ober eun droïg,
Da glevet kân al labousedigou.
Zo staget d’ober o neiziou.
Oh ! deuit ganen, va dous Annaïg,
Er c’hoâjou d’ober eun droïg.
|
|
D’ober eun droïg me na zin ket,
Gant aoun da veza gourdrouzet ;
Va zad, va mam morse ne gavjont mat
Mont dre ar c’hoâjou da guzat.
D’ober eun droïg me na zin ket,
Gant aoun da veza gourdrouzet.
|
|
Deut’ta neuze var al letounen
D’ober eun tam marvailhaden ;
Ni zistroio araog ma teuï an noz
Abred er gêr vel ar re goz.
Deut’ta neuze var al letounen
D’ober eun tam marvailhaden.
|
|
Var al letounen me na zin ket
Gant aoun da veza disprijet ;
Ar gwal-deôdou a vije mall gantho
Dispen hor brud dre-oll er vro.
Var al letounen me na zin ket
Gant aoun da veza disprijet.
|
|
Eb mont d’ar c’hoâd na d’ar park leton
Unanomp mat hon diou galon :
Nemet ganez morse na zimezin !
— Ha me Annaïg a fell d’in !
— Eb mont d’ar c’hoâd na d’ar park leton
Unanomp mat hon diou galon.
|
————
Cette poétique mélodie est dans le mode hypodorien. La couleur agreste, le caractère de calme et de sérénité qui la distinguent ne sauraient être exprimés à un aussi haut degré par le mode mineur.