Pajenn:Bourgault-Ducoudray - Trente mélodies populaires de Basse-Bretagne, 1931.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13


I

Etre chapel Sant Efflam ha tosen Mene-Bre
Zo eun offiser yaouank gantan eur pez kleze,
Zo eun offiser yaouank o sevel eun arme,
Me meuz eur mab Sylvestrik a lavar mont ive.

II

« Siouaz, aotrou kabiten, meuz ken mab nemetan,
Ganen c’houi ’po’r vadelez da lezel anezan. »
— Allaz ! tad koz maleuruz, ar marc’had ’zo sinet ;
Touchet en deuz an arc’hant, d’an arme ’ rank kerzet.

III

A berz an tad glac’haret, var dachen ar vrezel,
Eun dervez eul labousik a nij a denn-askel :
— Deiz mad d’eoc’h c’houi, Silvestrik, deiz mat ha levenez
Penaoz ema ho yec’hed, ho nerz hag ho puez ?

IV

— Disken ’ta, labous bihan, disken var da zaou droad,
Ma skrivin d’it eul lizer da gas d’ar ger d’am zad :
« Yac’h eo ho mab Silvestrik, yac’h ha laouen bepred,
« Dizale e tistroio varzu e vro garet »

V

Au tad bemnoz ha bemdez ne baouez da zonjal
En e grouadur yaouank en arme e Bro’c’hall ;
E kreiz an noz, ec’h hunvre hag e stag da ouela :
— « Aotro Doue, Silvestrik, petra deu da veza ! »

VI

Pa voa an tad glac’haret oc’h ober e glemmou,
Setu e vab Silvestrik’ toul an or o selaou ;
— « Paouezit, tad ankeniet, paouezit da ouela ;
Sellit, ho mab Silvestrik ’zo digouezet ama ! »


————


Cette belle mélodie, qui est dans le mode mineur, n’est pas sans intérêt, au point de vue rythmique.

Le repos régulier que fait le chanteur â la fin de chaque vers et que nous avons reproduit scrupuleusement, donne â la phrase musicale correspondante une étendue de sept mesures. Chacun de ces membres pourrait être considéré comme formant une grande mesure â 7/2.