Pajenn:Bourgault-Ducoudray - Trente mélodies populaires de Basse-Bretagne, 1931.djvu/16

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
10


AR BOUTAOUER
LE SABOTIER
Traduction française en vers de
FR.COPPÉE
                  
Musique de
L. A. BOURGAULT-DUCOUDRAY


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


I


Selaouit kana, me ho ped
(Diskan) Tranlardireno
Eur zonig nevez-kompozet
(Diskan)
Tranlardira lan la
Tranlardireno

II

Savet eo d’eur boutaouer-koad
En deuz eul lochen ’ kreiz ar c’hoad

III

Eul lochennig a zo toet
Gant gwiad-kivnid ha moget

IV

Erru Marjân da gass meren :
— E p’lec’h ema ar vinojen ?

V

— It doun er c’hoad, va berjelen,
Ha c’hui glevo trouz an esken.

VI

Ha c’hui glevo gant plijadur
Ar parer hag an daladur

VII

Deut’ta, Marjan, rag me meuz naoun
Gant va dekved botez emaoun

VIII

Deut’ta, Marjan, sec’hed emeuz ;
Guel ha pemp litrad chist e peuz

IX

Ar boutaouer var e labour
N’eo ket e poan da lounka dour

X

Disul pa zaïmp d’an ofern-bred
Gant gwin ni dorro hon sec’hed

XI

Gant bep seurt gwin ha ruz ha guen
Karget beteg bord ar veren

XII

Ha da bardaez o tont d’ar gêr
Ni gano sôn ar boutaouer.