Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/86

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Skeuden ar vuegez


Da Fanch Kenec’hdu, « Huelvar ».


Pell dimeus ti ma zud, en bro dom ar C’hreiste,
War eul lestr a vrezel en em welchomp eun de
Goude eun nebeud blaveziou ;
Diwar neuze bepred bep beure ha bemnoz,
E vijemp hon daouïg evel mignoned koz
O konta hon zammou troïou.

Dalc’hmad vijemp seder, dalc’hmad vijemp laouen,
N’anavezemp kamet na trubuilh, nag anken,
Beva a remp evurus braz…
Hon c’halonou dinec’h ha drant evel evned
A gane hep paouez ha dudius meurbed,
Ar martolod hag ar mor glaz.