Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
trouz an eost


Dre an domder bervet ar vrud a bounera,
Pep trouz zo digompouez…

Dre ma tistan an heol ha ma tosta d’an noz
Ar vue a zeblant hadveva dre ar bed,
An drouz a zo reisoc’h dre al lann hag ar roz
An eost a gerz bepred.

Ha goude ar c’huz-heol, war eul leur diwead,
E vo klevet trouziou an dudou o poanial ;
Ar c’hirri marteze a skloko eur pennad,
Ha peuc’h a vo raktal…

Ar gliz war an douar pa vo tavet ar brud,
Gant an denvalijen a gouezo sioul ha stank,
Ha neuze, — poent e vo — e tiskwizo an dud,
Braz, bihan, koz, yaouank.

Ar bed ive, d’e dro, a ziskwizo neuze ;
Warnan eun ezen flour a c’houeo gant dudi,
Hag a gano d’an den eur zon a garante,
A levenez, a spi…

Ar maeziou gant miz eost da welet a zo koant,
Pep hini a labour evit e vara-goanv ;
Pep hini, daoust d’e boan, a zo seder ha drant,
Rak eosti a zo skanv !