Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR C’HLANVOUR


Ware wele a boan, staget gant ar c’hlenved,
Ar c’hlanvour reuzeudik, kollet gantan ar spi,
O welet dirakan pep den leun a yec’hed,
Glac’haret e galon, a deu da hirvoudi…

C’hoant an eus da zevel, da stourm eneb d’e zroug,
Mes e zaoulagad dôn hag e ziouchod koac’het
A ra dezan klevet en e greiz eur vouez moug :
— O paourkez den, neuden da vue zo torret !

— Red vo neuze mervel ! emezan, ’n eur ouela,
Koulskoude me a glev an evned o kana,
Hag an neve-amzer war ar maeziou o ren… !

Hag ar c’hlanvour mantret, hadkouezet ’n e c’hourve
A c’houll ouz e Grouer yec’hed vit e ine,
Rag d’e gorf dinerzet bue na deuïo ken !