Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342
ar gogez



Evit ober e Yan-vravik,
Pipi a breno danve mik,

A breno traou d’ar vugale,
Dilhad ha botou koat neve…

Hag an arc’hant a vo dar wreg
Kontet piz, gwenneg ha gwenneg.

Dispign hep gouzout da Bipi
Na vezo groet ebarz an ti ;

Ha nag a zispign koulskoude,
Ezom ha red d’ober bemde ;

En despet da botr ar c’hoaven,
Fant a renko ober skoden…

Ha pa vo gouveet an dra,
Trouz ha bec’h, ha chao… Tra, la, la !

Evelse eman kont, tud kez,
Elec’h ma zo eur Yan-Gogez.

Kentel wirion ar zonig-man,
Chilaouet anezi breman :

Ar plac’h en ti, ar potr emaez,
Ma kerzo mad an tiegez !