Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291
ar c’hoziad paour



Ha vit kreski ma foan-galon,
Oh ! pa sonjan er wreg vad
Zo breman êt da Anaon
E teu dour em daoulagad…

Mar vijemp chomet hon daou c’hoaz
D’en em harpa er bed-man,
Mes Doue, o Doue, siouaz…
Ma-unan ec’h on aman !

Ar sonj dimeus he c’harante
A ro d’in nerz da veva,
Ne gavan nemed war he be
Distan d’am foaniou brasa…

Eno, tra ma ruilh ma daerou
Ha ma pedan eviti,
Ma spered a nij d’an Nenvou,
Lec’h ma kavin anezi !

— » Doue an Nenv hag an douar,
» Kaset ganac’h an den koz,
» Rak abeurz ar bediz digar
» N’hen deus netra da c’hortoz !… »