Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
gouel mad



Setu aze ar bokad
Talvoudus ha gwirion,
Hennez a zo deread
Da blijout d’ho kalon ;
Ennan bleuniou a c’hened,
Furnez ha koantiri,
A roïo d’ac’h-hu bepred,
Plijadur ha dudi !

D’ac’h eta en kinnigan,
Gant ma gourc’hemennou,
Hen a vezo, a gredan,
Ma gwellan mennoziou ;
Hen digemeret, m’ho ped,
Gwelloc’h n’hallfec’h ket kâd,
D’ac’h kalz a evurusted,
Evurusted, gouel mad ! ! !


————