Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gouel mad


d’eur vam gristen


Karet am ije hirie
Lampat war ma marc’h dir,
Ha monet betek du-ze…
Mes an hent zo re hir ;
Digemerit memeuz tra,
War eskell an avel,
Ma gourc’hemennou gwella
Evit devez ho kouel.

Petra e c’hallfent laret
D’ac’h evit ho kouel kaer ?
Ma c’halon a zo nec’het,
Ma mouez a zo dister ;
Herve ma sonj ha ma c’hoant,
Nan eus a zeread,
Nemed eur bokad bleun koant,
Da laret d’ac’h : Gouel mad !