Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
an emzivadez


O dudi !
Siouaz, dilezet on bemde,
Bemde…

Ankouaet on gant ma c’henvroïz,
Gant ma dilez ez on arri skwiz ;
Ha c’hoaz e kresk ma zrubuilho
En peb giz,
Pegoulz e sec’ho ma daero
C’houero ?

Perak eo ar vue ken digar
Evit eur rum-tud war an douar ?
Pa vev eur rum-all evurus,
Hep glac’har,
Perak eo ma c’hlem hirvoudus
Padus ?

Pa hunvrean ’barz ma c’hambr dister,
Pa huanadan gwech hag amzer,
E teu neuze eul lapousig
Ken seder,
Da gana d’in eun tam zonig
Tener…