Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kimiad ar Martolod


Goude ma zad, ma mam, pebez kalonad d’in-me
O tont da laret d’it, Anna ma c’harante,
Ar gomz kri ha c’houero :
— Ma dousig koant, kenavo !

Galvet on gant Bro-C’hall, outi eo red mad zenti,
Ha monet hepdale da zifenn anezi
War al listri-brezel,
Pell dimeus ma Breiz-Izel…

Hirie eus da gwitât am eus kalz a boan-spered
Ha glac’har ma c’halon a zo braz, braz meurbed ;
Bet hon deus plijadur
Evel daou zen yaouank fur.

Ne teus ket, o ma dous, sonj eus devez ar pardon,
Elec’h ’z poa roet d’in hep distro da galon,