Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
chom en breiz-izel



Petra eta c’hoarve d’ez kalon,
Ma kwitaez eur vro ken koant ?
Petra c’hoantaez, lavar hep aon,
Lavar breman hep nec’hamant ?
Evidout, me gred,
Breiz a zo bepred
Eur vro ar gwellan a zo ebarz ar bed !
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

An douar a roas d’ez tadou
Eur bevanz frank, mad ha nerzus,
A roïo d’it enpad da zeïou,
Magadurez krenv ha yac’hus ;
Bez eta dinec’h,
Gant poan da ziouvrec’h,
E vevi en Breiz gwelloc’h pell vit neb lec’h !
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

Na gwita ket da douriou uhel,
Kizellet ha dantelezet,
En pere ar c’hleier en avel
A zon goueliou hon zent karet,