Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
gouel an anaon



Demp holl, mar karet, d’ar vered
D’ober enni eun tam tro ;
Ha war o beziou daoulinet,
Evitê ni a bedo…

— Tosta ’ta, pried glac’haret,
Ha pa vi ouz troad ar be,
Elec’h ’man korf da wreg karet,
Ped Doue vit hec’h ine !

Tad ha mam gez, skuilhet daerou
Aze war be ar bugel,
A dlee en fin ho teïou
O sebelia kent mervel…