Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


GOUEL an ANAON
(Noz Gouel an Holl-Zent)


War don : A vihanig am eus pec’het…


Ar c’hleier ebarz o zouriou
A zon hirie truezus,
O mouez a zeblant d’imp klemmou
An Anaon gwalleürus…

Sonj e tigasont d’imp-ni c’hoaz
Dimeus an holl ineou,
A c’houlen en o enkrez vraz
Ouzimp zikour d’o foaniou !

Chilaouomp eta, tud kristen,
Klemmou hon c’herent maro,
A zo pell zo ’ barz an anken
O c’hortoz hon fedenno.